Jazz
seurt sonerezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar jazz zo un seurt sonerezh ganet er Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved. Kejadenn sonerezh Afrika (dre ar blues hag ar ragtime) ha sonerezh Europa an hini eo. Kalz isrummadoù sonerezh a zo bet maget gant ar Jazz.
Istor ar jazz

Ar jazz zo bet krouet er Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved diwar ur meskad sonerezhioù ar re Afroamerikaned : ar "work songs", kanaouennoù labour ar sklaved afrikan, ha kanoù relijiel, negro spiritual ha gospel.
Adalek 1920 e teu ar blues da vezañ skignet e delta ar Mississippi gant enrolladenn gentañ Mamie Smith. Er memes amzer e erru ar ragtime, gant Scott Joplin da skouer. Ar boogie-woogie a ziorren ar memes mare e Chicago.
E Orleañs-Nevez an hini eo e vez gwelet peurvuiañ al lec'h m'eo bet ganet ar jazz. E touez unsonerien bennañ jazz mod New Orleans e kaver Kid Ory, Sydney Bechet ha dreist pep tra Louis Armstrong, hemañ o tigeriñ hent mare ar Swing.

Ar swing (pe middle jazz) en em zistag eus ar jazz New Orleans dre ul laz-seniñ brasoc'h ha dre ar bouez a vez roet d'an unsonerien. Mare ar big band eo, gant sonerien zibar evel Duke Ellington, Count Basie, Glenn Miller ha sonaozerien evel George Gershwin, Cole Porter, Richard Rodgers.
Genel a ra ar bloavezhioù 1940 ar bebop, gant un tempo buan tre. Anvioù bras zo re Charlie Parker, Dizzy Gillespie ha Thelonious Monk. Gallet a reer ivez meneget ar free jazz adalek fin ar bloavezhioù 1950, al latin jazz hag ar jazz-rock gant Miles Davis ha Weather Report da skouer er bloavezhoioù 1960 ha 1970. Dont a ra war wel ur jazz "europeatoc'h" ivez, awenet gant ar sonerezh klasel, ar sonerezh a-vremañ ha sonerezhioù ar bed.
Evit gwir en deus ar jazz ganet un taol bras a isrummadoù. Tostoc'h ouzhomp eo bet krouet ivez an acid jazz o veskañ jazz gant sonerezh elektronek.
Remove ads
Framm sonerezhel ar Jazz
Arzourien pennañ ar Jazz
Aozerien
- Scot Joplin
- George Gershwin
- Luis Armstorong
- Sidney Bechet
- Count Basie
- Duke Ellington
- Tommy Dorsey
- Artie Shaw
- Benny Goodman
- Glenn Miller
- Gil Evans
Sonerien

- Dave Brubeck
- Cliford Brown
- John Coltrane
- Art Blakey
- Cab Calloway
- Dizzy Gillespie
- Sonny Clark
- Charlie Parker
- Miles Davis
- Horace Silver
Gwelit ivez Rummad:Sonerien Jazz
Kanerezed
- Billie Holiday
- Sara Vaughn
- Ella Fitzgerald
- Nina Simone
- Carmen McCrae
- Diana Krall
Free Jazz
- Ornette Coleman
- Don Cherry
- Albert Ayler
- Archie Shep
Redennoù ar jazz
- Dixieland Jazz
- New Orleans Jazz
- Swing Jazz
- Bebop
- Hard bop
- Cool Jazz
- West Coast Jazz
- Mode Jazz
- Funky Jazz
- Latin Jazz
- Soul Jazz
- Afro Cuban Jazz
- Cross Over
- Acid Jazz
- Smooth Jazz
- Fusion
- Nu Jazz
- Future Jazz
Lec'hiennoù mojenn ar jazz
- ar Village Vanguard : Emañ e Manhattan e New York. Unan eus lec'hiennoù brudetañ ar jazz, gant ar re vrasañ o vezañ sonet eno : John Coltrane, Miles Davis, Bill Evans… Krouet e oa e 1935
- ar Village Gate : nepell ar Vanguard e Greenwich Village
- ar Filmore East : daoust ma ne vez ket kinniget jazz nemetken eno en deus bevet hemañ dispac'h electrek ar jazz gant Miles Davis e fin ar bloavezhioù 1960
- ar Blue Note : dont a ra anv a c'hlub-mañ eus un embanner sonerezh jazz brudet. Emañ e hent-kroaz ar 4vet straed hag ar 6vet bali.
- ar Birdland : Charlie Parker a veze degemeret ingal er c'hlub-mañ krouet e 1949 war Broadway e New-York. Diouzh e lezanv Bird e teu anv al lec'h.
- ar Ronnie Scott's : klub jazz brudetañ Londrez moarvat.
Remove ads
Gouelioù Jazz
Klotañ a ra ar jazz gant meizad ar festival abalamour d'e bersonelezh, e eztaol hag e seniñ war a prim. Meur a c'houel Jazz zo deuet da vezañ brudet eta, en o zouez re San Francisco ha Montreal.
E Breizh e vez kavet Gouelioù Jazz ivez, da skouer e Gwened (Jazz à Vannes) pe e Naoned (Les Rendez-vous de l'Erdre).
Kelenn ar jazz
- Berklee College of Music
- Banff School of Fine Arts
- American School of Modern Music
- Centre des Musiques Didier Lockwood
- Peabody University - Baltimore
- Da revr brav
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads