Jod
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar jod, pe boc'h, pe bougenn, eo ar rann eus ar penn, pe eus an dremm, etre al lagad, ar skouarn hag ar fri.

Kigennek eo al lodenn-se eus an dremm, ha c'hwezhet e vez a-wechoù gant an dud pa sonont gant bombard pe trompilh.
Ruz e vez an divjod a-wechoù abalamour d'ar yenijenn, pe da draoù all.
Poultrañ o divjod a rae ar merc'hed gwechall. Hiziv e lakaont koavon-dremm warne.
Remove ads
Blev
Blevek eo divjod ar wazed, ken e rankont lemel o barv. Barv a c'hall dont d'ar merc'hed ivez pa'z eont kozh.
Toullañ

Darn a blij dezho toullañ jod pe jod, pa ne vez ket an div, kement hag ober.
Kegin
Mat e vez kavet jodoù loened da zebriñ, jodoù bevin, moc'h, pesked.
Moc'h
Anavezet eo ar chotenn er Vro-Vigoudenn, ar joskenn e Treger.
Anvioù-tiegezh
Diwar ar gerioù boc'h ha bougenn eo savet an anvioù-tiegezh Boc'heg ha Bougenneg.
Loened
Pennadoù kar
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
