Jordana Brewster

From Wikipedia, the free encyclopedia

Jordana Brewster
Remove ads

Jordana Brewster, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1980, zo un top model hag aktourez stadunanat. C'hoariet he doa en ul lodenn eus ar stirad skinwel All My Children e 1995 ha goude-se e c'hoarias ar roll alies a Nikki Munson er stirad skinwel As the World Turns. Lakaet e voe he anv war ar renk evit an Outstanding Teen Performer e-pad ar Soap Opera Digest Award e 1997. Ar c'hentañ roll c'hoariet ganti en ur film a voe er film spont skiant-faltazi gant Robert Rodriguez anvet The Faculty hag embannet e 1998.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...

Brudet e voe da vat pa grogas da c'hoari roll Mia Toretto er film The Fast and the Furious (2001). Adkemeret he deus ar roll er filmoù da heul en heuliad, Fast & Furious (2009), Fast Five (2011), Fast & Furious 6 (2013), ha Furious 7 (2015). E-touez he filmoù all emañ an drama The Invisible Circus (2001), ar film fent D.E.B.S. (2004) hag ar film spont The Texas Chainsaw Massacre: The Beginning (2006).

Brewster a zo bet gwelet er stirad skinwel Dallas etre 2012 ha 2014. C'hoariet he deus ivez e pemp lodenn ar stirad skinwel American Crime Story (2016). C'hoariet he deus an doktor Maureen Cahill er stirad skinwel Lethal Weapon (2016–2018) war ar chadenn Fox.

Remove ads

Filmoù

Sinema

Muioc'h a ditouroù Bloavezh, Titl ...

Skinwel

Muioc'h a ditouroù Bloavezh, Titl ...
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads