Justinian Iañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Justinian Iañ, pe Justinian Veur, anavezet ivez gant an anv Sant Justinian Veur evit an Iliz Ortodoks, (latin: Flavius Petrus Sabbatius Iustinianus, gresianeg: Φλάβιος Πέτρος Σαββάτιος Ἰουστινιανός Flávios Pétros Sabbátios Ioustinianós), ganet d'an 11 a viz Mae 483 en Illyria ha marvet d'an 13 a viz Du 565, a voe Impalaer Bizantion adalek 527 betek e varv e 565. E-pad e ren, Justinian a glaskas adkavout brud an impalaeriezh Roman en ur adtapout al lodenn gornôgel an hanter a oa aet da get e 476. Ren Justinian a oa bet ul lodenn heverk e mare an impalaeriezh roman diwezhat. E ren a oa ivez hini ar "renovatio imperii", pe "adsavidigezh an impalaeriezh" na voe ket echuet a-benn ar fin.
Dre mennad diazez adsavidigezh an impalaeriezh Roman klok a oa hini Justinian, e vez lesnvet gant lod istorourien an amzer a-vremañ "Ar Roman ziwezhañ". An uhelvennad-se a zegasas un adtapout a-zarn eus tiriadoù kozh kornôg an impalaeriezh Roman, met biken ne voe tizhet en-dro harzoù an impalaeriezh klok.
E jeneral, Belisarios, en doa aloubet bliv ar Rouantlezh Vandal e Norzhafrika. Goude-se e oa bet, Belisarios, Narses, ha jeneraled all oc'h aloubiñ Rouantelezh an Ostrogoted, oc'h adsevel Dalmatia, Sikilia, Italia, ha distroet Roma d'an impalaeriezh goude ouzhpenn un hanter kantved sujidigezh d'an ostrogoted. Liberius ar prefed praetorian a oa deuet a-benn a adpakas su al Ledenez iberek, o sevel Proviñs Spania. Ar c'hampagnoù brezel-se o doa roet an tu d'ar romaned da adberc'henniñ Kronôg ar Mor Kreizdouarel, ar pezh en doa degaset ur c'hresk trumm a 1 milion solidi ouzhpenn bep bloaz e kefioù an Impalaeriezh. E-kerzh e ren, Justinian a oa deuet a-ben ivez da sujañ an Tzani, ur boblad arvorioù reter ar Mor Du a ne oant ket bet biken dindan sujidigezh ar romaned. Taget en doa an Impalaeriehz Sasanian er reter e-kerzh ren Kavad Iañ, ha goude-se e-kerzh ren Khosrow Iañ; an eil brezel-se a oa bet degaset dre e c'hoant emled er C'hornôg.
Remove ads
Pennad kar
- Justinian II
| En e raok : Justin Iañ |
Impalaer bizantat 483 – 565 |
War e lerc'h : Justin II |
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
