Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion

From Wikipedia, the free encyclopedia

Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion
Remove ads

Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion (KEAV), krouet e 1952, zo ur gevredigezh hag a ra war-dro aozañ ur skol-hañv[1] ha stajoù da zeskiñ ha da studial brezhoneg. Komz brezhoneg a-hed an devezhioù eo ar reolenn ret, ken e c’hell ar stajidi ren ar vuhez en ur pleustriñ ar yezh e pep degouezh. An ober pennañ eo ar skol-hañv, enni daou staj sizhun-pad war ur pemzektez gant meur a live e miz Gouere[2]. Anavezet eo KEAV evel un aozadur-stummañ ez-ofisiel.

Thumb
Kastellin, miz Gouere 2009 : Strollad ar Vro Bagan o c'hoari evit tud KEAV
Remove ads

Istor

"Sizunieg vrezonek Sant-Wazeg" ha kampoù-hañv war he heul

Savet e voe ur c'hamp-hañv brezhonek e presbital Sant-Wazeg e 1931. Degemeret e voe ar berzhidi gant person ar barrez, an aotrou Gwilhou Saout. Hervez Pêr Denez e kemeras perzh un dousennad tud, en o zouez, Loeiz Andouard, Remont Delaporte, Deneza Guieyesse, Job Gwennegan, Armand Keravel, Yann Gerlann, Frañsez Kervella-Kernu, Célestin Lainé, Robert Le Helloco hag Olier Mordrel, an holl anezho deuet da glask gounid arnodenn ar Simbol. Dont a reas ivez Marc'harid Gourlaouen d'un emvod ma vo divizet dioutañ sevel ur servij kentelioù brezhonek dre lizher gant ar c'hevarzhe da vezañ krouet, Ober e anv, hag e vo savet Skol Ober gantañ. E 1935 e voe dalc'het ur c'hamp-hañv brezhonek e Plougouskant dindan atebeg ofisiel Herberc'hti Yaouankiz Vreizh (Auberges de jeunesse de Bretagne), gant sikour Jermen Breton ha hini Ober. E 1936 ez eas ar gampourien da Lopereg hag, e 1937, 1938 ha 1939, da greizenn-dudi Milin Penfoull, e Loperc'hed, hag eno e teuas Vefa de Bellaing. E 1938 e voe lakaet e plas arnodenn ar Simbol hini an Trec'h, kaset an tremnidi e koad Trewarez, e Sant-Wazeg[3].

Deroù

Ur c'hamp-hañv hollvrezhonek a voe digoret d'an 3 a viz Eost 1948 e Kleder (Penn-ar-Bed) gant Ronan Huon, Vefa de Bellaing ha Zavier Langleiz. Paol Kalvez en doe kemeret ur perzh bras war an aozañ. Da zigentañ e oa ur c'hamp evit familhoù an Emsav a felle dezhe tremen ur sizhunvezh vakañsoù e brezhoneg penn-da-benn ha degemeret e oa an dud digenvez a-us 17. Lod kaer anezhe n'o deveze ket digarez da glevet kement-se a vrezhoneg a-hed ar bloaz, lod zoken pa ne oant ket o chom e Breizh. Sikour a reas KEAV ar familhoù-se da zerc'hel bev ar yezh a-hed d'ar bloaz.

Displeget eo bet meur a wezh gant Ronan Huon ha Vefa de Bellaing ma oa bet dipitet un toullad a vrezhonegerien deuet e kamp-hañv Bodadeg ar Sonerion, e Sarzhav, e 1947, pa voe graet an obererezhioù e galleg nemetken. Dalc'het e voe un emvod e lec'h Kelc'h keltiek Roazhon e miz Genver 1948, pa ne vije ket bet aotreet un obererezh breizhek eus ar seurt estreget dindan disglavier un aozadur anavezet. Ne voe ket savet ez-fisiel ar c'hevarzhe a-raok 1952.

Skrivet e voe da Yves Berthévas, maer Kleder, ur mignon d'an Emsav hervez komzoù Vefa de Bellaing, a respontas e c'hellfe feurmiñ ar skol publik hag pa erruas muioc'h a 90 den[4] e voe implijet parzhioù ar skol gatolik ivez. Digoret e voe ar c'hamp e diwezh Gouere, just goude klozadur Gouel ar Bleun-Brug e Kastell-Paol, ken en doe tro pennadurezhioù an Emsav dont da weladenniñ. Aesaet e voe pa ne veze kentelioù war ar brezhoneg diouzh ar beure hepken, ha pourmenadennoù ha diduamantoù a veze graet goude lein

Adalek ar penn-kentañ ez eus bet Kelted tramor (13 diwar 57 stajiad e 1948), Kembreiz peurvuiañ, o kemer perzh er c'hamp, diwar-se e raer "etrekeltiek" anezhañ. Hervez diazezourien KEAV, paneve sikour ar re-se ne vefent ket deuet a-benn da sevel tra pe dra diouzhtu goude an Eil Brezel-bed.

Pennaennoù difiñv

Staliet e voe bet KEAV diwar beder bennaenn ha n'eus ket bet kemm dezho :

  1. Brezhoneg a zo ar yezh komzet gant an holl hep n'em harpañ war ar galleg. Implijet e vez yezhoù keltiek all pe reoù all diouzh ezhommoù an eskemmoù
  2. N'eus goprad ebet, koulz evit an deskadurezh hag an aozadur war al lec'h, ken e tlee pep stajiad kemer ur perzh e labourioù pemdeziek : naetaerezh, keginañ, leuniañ an asiedoù, derc'hel ar bar, labour melestradurel, hag all…
  3. Darn an abadennoù-noz (c'hoariva, kan, sonerezh, dañs) a vez prientet gant ar stajidi harpet gant ar gelennerien. Ar prezegennoù a vez graet evit netra dindan atebeg ar gevredigezh
  4. Digor eo da bep brezhoneger ha ne vez ket sellet ouzh e vennozhioù personel. Goulenn a ra an dud o ren ar gevredigezh ma vez diskouezet un doujañs gwir d'ar re all

Kreñnvaet deskadurezh ar yezh

Ouzhpenn kelc'h ar familhoù diazezer e teuas muioc'h-mui a dud hag e voe o fal deskiñ brezhoneg en un doare efedus, da skouer tud enskrivet e Skol Ober pe er c'hentelioù-noz, ken ez eo deuet KEAV da vezañ ur gwir staj yezh komzet ha skrivet, kentoc'h eget ur c'hamp vakañsoù e brezhoneg. Met e teu kalz a familhoù asamblez gant o vugale atav. Rannet eo bet pemzektez ar bloavezhioù kentañ etre div sizhuniad<E bloavezhioù zo tro 2000 eo bet aozet teir sizhuniad.</ref>, met posubl eo dont war an holl prantad.

Er bloavezioù '80 ha '90 e voe levezonet emdroadur ar skol-hañv gant diorroadur an deskadurezh vrezhonek (skolioù Diwan adalek 1977 ha skolioù divyezhek un nebeut bloavezioù goude), pa teue mioc'h-muiañ a vistri-skol pe danvez mistri.

Remove ads

Lec'hioù ar skolioù-hañv =

E-pad pell amzer e veze klasket kemmañ lec'h bep bloaz, Plonevez-Porzhe (1949), Plouenan (1950 ha 1960), Pleheneg (1951) Ploueg-ar-Mor (1952 ha 1956), Plozeved (1953 ha 1958), Porsal (1954), Kledenn-ar-C'hab (1955), Plougouloum (1957), Rostrenenn (1959). Gant an diaes ma oa deuet kavout unan a-feson (abalamour ma oad krog da zihan a lojañ ar vugale er skolioù) e voe dibabet azalek 1977 chom e skolaj Sant-Alan e Skaer. E 1990 ez eas KEAV da skol Joliot-Curie, e Skaer bepred, betek 2007.

E 2008 e rankas KEAV kuitaat Skaer pa ne c'halle ket ar skol eno e zegemer ken, ha dalc'het e voe an div sizhunvezh staj e skol labour-douar an Nivod, e parrez Lopereg. Abaoe 2009 e vez graet e Lise labour-doauar an Aon Kastellin, e-kreiz miz Gouhere.

Remove ads

Ar stajoù

Thumb
Kastellin, miz Gouere 2009, abadenn-noz

Anavezet eo KEAV da gentañ-penn evit e staj div sizhunvezh a vez dalc'het e miz Gouhere ha ma ne vez komzet nemet brezhoneg. Ur staj "soubañ er yezh" an hini eo eta. Ouzhpenn ar c'hentelioù diwar-benn ar yezh e vez kinniget d'ar stajidi ober a bep sort traoù e brezhoneg : mont da vale, da welet brezhonegerien eus ar c'hornad m'emañ ar staj ha neuze da gontañ gante, sellet ouzh arvestoù (c'hoariva, kontadennoù ha kement zo). Kentelioù zo bremañ hag a vez kinniget evel stalioù-labour : c’hoariva brezhoneg, video, sevel podkastoù, skrivañ hag all.

E-pad ar goañv, diouzh ar bloavezhioù, e vez aozet ur staj un devezh pe zaou evit ar gelennerien pe ar re a zo e-soñj da vont da gelenn.

A-youl-vat eo ar re a labour evit KEAV, na pa vefent kelennerien pe animatourien a bep sort.

Animatourien, kelennerien

Setu un toulladig eus an niver bras a dud o deus bet kemeret perzh : deskadurezh, prezegennoù, melestradurezh, .

Kelennerien nevez a vez bep bloaz, ha dibosubl eo menegiñ an holl abaoe 1948.

Remove ads

Kentelioù SADED e K.E.A.V. embannet gant Preder

E deroù ar bloavezhioù 1960, pa veze darempredet KEAV gant izili SADED, a-raok ma voe savet o hini e 1968, e voe embannet kaieroù gant anv KEAV:.

  • Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1964, (Kentelioù ar Rummad Uhel), Gwenael Maze, Ronan Ar Glew, Erwan Gwegen, Mari Elen Maze, Goulven Pennaod, Loeiz Lemoine, Ivona Konan, 1964.
  • Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1965, Erwan Gwegen, Goulven Pennaod, Abennez, Olivier Loyer, 1965.
  • Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerion 1966 (Kentelioù ar Rummad Uhel), Abennez, Mari Elen Maze, Gab Cherel, Ronan Jolais, Gwernegan, Yeun Gourves, Tangi Louarn, 1966.
Remove ads

Pennadoù gant skolidi SADED e K.E.A.V. embannet gant Preder

Liammoù diavaez

Levrlennadurezh

  • Pêr Denez, "Notennoù diwar-benn istor Ober". E-barzh Al Liamm, niv. 65, Du-Kerzu 1956.
  • Pêr Denez, "Istor Ober : notennoù klokaat". E-barzh Al Liamm, niv. 66, Genver-C'hwevrer 1957.
  • Vefa de Bellaing, '"Le camp des Bretonnants". E-barzh Ar Vro, niv. 10, Mezheven 1961, p. p. 25-33.

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads