Kammbronn

From Wikipedia, the free encyclopedia

Kammbronn
Remove ads

Ur gêr eus Kernev-Veur eo Kammbronn (LFE: [kam'brɔn:], Camborne e saozneg). 20 010 den a oa o chom eno e 2001, ha 45 000 en tolpad kêrioù a-bezh (gant Rysrudh).

Muioc'h a ditouroù Melestradurezh, Lec'hienn ofisiel Ti-Kêr Kammbronn ...
Thumb
Kambronn

Gevellet eo Kammbronn gant Santez-Anna-Wened.

Remove ads

Orin

Dont a ra an anv Kammbronn eus "kamm" ha "bre" (kar d'ar c'hembraeg "bryn"), tost d'ar ger bronn (heñvelstumm eo bre ha bronn). Stag eo an anv eus buhez ar sant brezhon Meriadeg.

Brudet eo bet Kammbronn er broioù saoznek abalamour d'ar mengleuzioù staen ha kouevr a oa er c'hornad.

Lennegezh

Brud he deus tapet Kammbronn gant embannadur romant Alan M. Kent Proper job, Charlie Curnow ! e 2005, a c'hoarvez e Trelawney Estate.

An anv e-maez Kernev-Veur

  • E Zeland-Nevez e kaver an anv Camborne, ur rakkêr da Porirua, diorroet gant ur gompagnunezh renet gant un den anvet Arthur Cornish. Anvioù eus kernev-Veur a zo bet roet d'an darn vrasañ eus ar straedoù.

Liammoù diavaez

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads