Karintia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur stad kevredet a Aostria eo Karintia (alamaneg Kärnten, sloveneg Koroška) a zo Klagenfurt (sloveneg Celovec) e gêr-benn.

| |||||
![]() | |||||
Yezhoù ofisiel | Alamaneg, sloveneg | ||||
Kêr-benn | Klagenfurt / Celovec | ||||
Gorread -Hollad -Dour |
9 536 km² 1.8% | ||||
Poblañs -Stankter |
557.773 (2011) 58/km² |
Div yezh ofisiel a zo e Karintia: an alamaneg hag ar c'hKoroško (sloveneg Karintia), ur rannyezh slovenek. Hervez niveradeg ofisiel 2001 e ra 13 109 a dud (~2.3% eus ar boblañs) gant ar sloveneg bemdez; e gwirionez ez eus muioc'h evit 50 000 sloveneger karintian (da lavarout eo muioc'h evit 9% eus ar boblañs), met lakaet e vez lod anezho da gaout mezh abalamour d'o yezh.
Remove ads
Emdroadur ar boblañs
Istor & Politikerezh
Karintia - kreñvlec'h an tu dehoù pellañ
Abaoe an XIXvet kantved ez eo bet Karintia unan eus kreñvlec'hioù an tu dehou pellañ e Kreiz Europa. D'ar vare-se e tegemeras lod eus alamanegerien ar vro mennozhioù broadelour, enepslav, enepyuzev hag enepkloer tra ma chome ar slovenegerien leal ouzh gouarnamant Vienna ha stad liesvroadel an Habsbourged. E 1919, pa voe disrannet Aostria-Hungaria, e c'houlennas breujoù Karintia e vefe staget o bro ouzh Alamagn. Lu stad SHS (Yougoslavia) a ac'hubas ar rannvroioù sloveneger hag en em gannas ouzh gward-bro Karintia. Betek ar bloavezhioù 1980 e oa bet enoret paotred ar gward-bro evel harozed ha "difennerien a-enep ar Slaved" gant gouarnamantoù Karintia. Dre ur referendom (d'an 10 a viz Here 1920) e chomas ar rannvroioù sloveneger stag ouzh Karintia dre ma oa bet prometet d'ar slovenegerien, 70 000 den bennak d'ar mare-se, skolioù evito o-unan. Etre 1938 ha 1945, dindan ren an nazied, e oa forbannet miliadoù a slovenegerien gant an SS. Em em zifenn a raent en ur sevel strolladoù partizanted hag a stourme a-enep d'ar polis ha d'an arme alaman ar gwellañ ma c'hellent. Da dreitourien e vez lakaet ar rezistanted-se gant politikerien garintian eus an tu dehou betek an deiz a hiziv. Dre voaz e ya un dregantad uhel eus ar votoù gant strolladoù eus an tu dehou pellañ e dilennadegoù Karintia - war-dro 42.5% e 2004.
Gwelet ivez:
Tabut ar panelloù (alamaneg Ortstafelstreit)

Dre lezenn o deus minorelezhioù yezhel Aostria gwir da sevel panelloù liesyezhek ha da implij o yezhoù er velestradurezh hag er skolioù en o zakadoù istorel. E 1972 e tivizas Bruno Kreisky, kañseller Aostria, ha Hans Sima, pennrener Karintia, sevel panelloù alamanek-slovenek e 205 kumun e su Karintia (war an dachenn aroueziet gant ur vevenn c'hlas war ar gartenn). Distrujet e voe an holl banelloù-mañ gant ur mob a stourmerien eus an tu dehou pellañ, met ivez gant slovenegerien asimilet zo hag o doa keuz eus o mammyezh hag a fellas dezho ez aje ar sloveneg da get ar buanañ ar gwellañ. Taget e voe Kreisky ha Sima gant manifesterien garintian a rae "treitourien yuzev" eus an daou bolitikour.
E 1977 e voe divizet gant ar gouarnamant kevredel sevel panelloù divyezhek e kumunioù ma veze komzet sloveneg gant muioc'h evit 25% eus ar boblañs enno, 91 kumun en holl. Hogen ne voe ket bet savet nemet 77 panell betek ar bloavezh 2010 abalamour da vastoc'hadur al lezenn gant pennrenerien Karintia a bep liv politikel.
Abaoe 2000 ez eus bet heuliet ur strategiezh nevez gant an dud a stourm evit gwirioù slovened Karintia. Bleniañ a reont o c'hirri-tan buan-kenañ dre gumunioù a vank panelloù divyezhek dezho. Pa vezont barnet e nac'hont paeañ peogwir ne oa ket aroueziet en un doare reizh harzoù ar gumun. E 2001 ec'h urzhias Lez-varn Vonreizhel Aostria sevel panelloù alamanek-slovenek e pep kumun ma vez komzet sloveneg enno gant muioc'h evit 10% eus ar boblañs. Mastoc'het e voe an urzh-mañ gant Jörg Haider, pennrener Karintia eus an tu dehou pellañ. E 2006 e tivizas Haider dismantrañ panelloù divyezhek bet savet dija e Bleiburg/Pliberk. E miz Eost 2006 e kemennas e vije dismantret an holl banelloù divyezhek ha lakaet re unyezhek gant adpanelloù slovenek bihanik en o flas. E 2011 nemetken e voe echuet “tabut ar panelloù” da vat, ha savet 164 panell divyezhek dres Su Karintia.
Gwelout ivez:
- de:Ortstafelsturm (en alamaneg)
- Thomas Korschil ha Eva Simmler: Artikel 7 Unser Recht! - Pravica Naša! člen 7. 2005 (, en alamaneg ha saozneg)
Remove ads
Kêrioù pennañ Karintia
Tud vrudet a gKarintia
- Arnoulf a gKarintia - impalaer roman ha german
- Gregor V - pab
- Peter Handke - skrivagner
- Martin Kušej - leurenner
- Wolfgang Petritsch - diplomat
- Janko Messner - skrivagner
- Heinrich Harrer - alpinour nazi
- Peter Turrini - skrivagner
- Janko Ferk - skrivagner
- Ingeborg Bachmann - skrivagnerez
Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel gouarnamant Karintia
- Roll stummoù divyezhek anvioù-lec'hioù Karintia
- Narodni svet koroških Slovencev (e sloveneg hag alamaneg)
![]() |
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads