Kemper
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kemper (anvet Kemper-Kaourintin pe Kemper-Kernev ivez) a zo ur gêr e mervent Breizh war ribl an Oded, kêr-benn gozh Kerne ha prefeti departamant Penn-ar-Bed. Kemperiz e vez graet eus he annezidi, ha 63 513 a oa anezho e 2014. 100 187 annezad a oa e Kemper Breizh Izel, ar gumuniezh tolpad-kêrioù, ar pempvet brasañ e Breizh.
Evit implijoù all, gwelet Kemper (disheñvelout).
Birvidik eo sevenadur hengounel Breizh-Izel e Kemper, heñvel ouzh he bagadoù ha Gouelioù-Meur Kerne hag a zo e-touez ar festivalioù hañv brasañ eus ar vro.
Remove ads
Douaroniezh
Anv
Koshañ anv a gaver eo hini Aquilonia e 1022 (Sanctae Mariae in Aquiloniae civitate), met dizemglev zo diwar-benn pelec'h resis edo ar gêr-se. P'emañ aquilo anv latin an avel Norzh e soñj lod e oa an anv-se hini ur c'harter e Norzh ar gêr galian-ha-roman, houmañ war riblenn Su an Oded.
E 1085 e kaver roud eus Quimpercorentin (pe Kemper-Kaourintin) ken eo staget kreñv ouzh ar gêr-eskopti memor e eskob kentañ sant Kaourintin.
E "Quimper-Corentin" en doa ijinet Yann ar Feunteun e c'hellfe erruout gwalldro ar charretour stanket el lagenn.
Stummoù skrivet an anv
- Erwan Vallerie ː Kemper Cor. , 1038; Kemper Courentini, 1084; Kemper sancti Courentini, 1116; Kimper, 1160; Confluentia, 1166; Quemper, 1218; Kemper C., 1222; Quimper C., 1236; Campercorantin, 1302; Camper Corantin, Kempercorantin, Kempercorentin, 1304; Kimper Corentin, 1328; Quimpercorentin, Kemper Corentin, 1365; Kampercorantin, 1364; Kemper Corintin, 1367, 1375; Quinpercorentin, 1384; Quimpercorentin, 1423; Kemper Corentin, 1451, 1516; Kimpercorentin, 1533; Kimper Corentin, 1541; Kempercorentin, 1543, 1594; Quimpèr, 1709[2]
Gerdarzh
E-lec'h ma kej doureier ar Stêr Deir, an Oded hag ar Jed, emañ kêr hag e-se ur c'hember (eus ken + ber e teu an anv), orin an anv. Cymer e kembraeg a zo dezhañ ur ster nes: kej hag en iwerzhoneg eo bet goveliet comhar evit kenlabour.
Remove ads
Ardamezioù
![]() |
|
Istor
Anvioù kêr
Henamzer
- Un hent roman a gase eus Darioritum (Gwened bremañ) da Lokmaria-Kemper[5].
Dispac'h Gall
- Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Kemper da benn un distrig, hini Kemper[6].
- Krouet e voe kumunioù Kemper, Kerfeunteun, an Erge-Vihan ha Penharz e 1790. Rannet e voe parrez Lokmaria e miz Meurzh 1790 etre kumun Kemper ha kumun an Erge-Vihan.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Coz, Ollitraut, Serandour ha Le Gac, "oc'h ober skol er c'hloerdi", ha gant Guillaume, Saozanet, Poyer, Le Bour ha Feillat, "oc'h ober skol er c'helenndi"; nac'het e voe gant Le Gac, "rejent (adrener) er c'helenndi"[7].
XIXvet kantved
- 1863: degouezhout a ra an hent-houarn e Kemper e miz Gwengolo (Linenn Landerne Savenneg).
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 556 gwaz ag ar gumun, da lâret eo 2,87% ag he foblañs e 1911,abalamour d'ar brezel[8].
Eil Brezel-bed
- Mervel a reas 281 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[9].
- Kouezhout a reas un nijerez Henschel Hs 126 (marilhet WNr 3170) eus an aerlu alaman (Luftwaffe) d'an 9 a viz Genver 1941 e Keraien, tost distrujet razh e voe; un nijerez alaman Junkers Ju 87 B-2 (marilhet WNr 5603) a gouezhas er gumun d'ar 21 a viz Meurzh 1941, mervel a reas an daou nijour, douaret int e bered alaman Huisnes-sur-Mer (Bro-C'hall)[10].
- Dieubet e voe Kemper gant ar Rezistañs d'an 8 a viz Eost 1944[11].
Ar gumun vras
- E 1960 e voe bodet kumunioù Kemper, Kerfeunteun, an Erge-Vihan ha Penharz da vont d'ober ur gumun vras hepken, Kemper.
Remove ads
Monumantoù ha touristerezh
- Ar straed Kereon
- C'hoariva Kerne
- Le Quartier, kreizenn an arzoù a-vremañ[12]
- An Ursulined, ar savadur m'emañ mediaoueg Kemper
- Ar prefeti, war ribl an Oded
- C'hoarilec'h Max Jacob
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Ar ramparzh
Kemper a zo bet ur ramparzh maen en-dro dezhi adalek an XIIvet kantved. Ar voger-dro, dezhi 1500 metr hirder, a oa toullet gant pevar forzh-meur, unan anezho gant ur pont-gwint. Ar fozioù a veze douret gant ar stêrioù.
Ed an tourioù war ar c'hostezioù Su ha Reter, e-lech e c'hellfe lañset an argadoù en un doare aesoc'h.
Er XIVvet kantved e voe ouzhpennet belegoù-tarzhell e krec'h ar ramparzh evit an difenn a-serzh.
Un nebeud kempennadurioù a voe graet da heul donedigezh ar c'hanolierezh er XVvet kantved: savadurioù e maen-ben evit lakaat ar bannadelloù da zazlammat, tarzhelloù, toulloù bukañ, ur beg-moger en Norzh.
En XVIIIvet kantved e voe dilezet tamm-ha-tamm ar ramparzh d'ar berc'henned tost ha distrujet ar pozhioù evit aesaat an tremenerezh.
Monumantoù ar re varv
- Monumant, Brezel 1870-1871 ha Brezel gall-ha-sinaat, 1909.
- Monumant ar re varv, (1914-1918) hag Eil Brezel-bed, luc’hskeudenn[13]. Dioueliet e voe d’ar 25 a viz Mae 1928[14].
- Monumant ar re varv, Aljeria-Maroko-Tunizia,1952-1962 ha TOE[15].
Remove ads
Dezougen
- Ar porzh-houarn.
Sevenadur
Sevenadur pobl
Sonerezh
E Kemper e kaver meur a vagad, tri outo o kemer perzh er rummad kentañ : Bagad Kemper bet kampion Breizh, Bagad Ar Meilhoù Glaz ha Bagad Penhars. Kavet e vez ivez Bagad Kerne, Bagad an Erge Vras, Bagad Ar Re Gozh ha Bagad Sant Padrig.
Dañs
Kelc'hioù keltiek a zo ivez. Kelc'h Keltiek Eostiged ar Stangala e-touesk ar re anavezetañ. Kampion Breizh kengevredigezh Kendalc'h e oa ar c'helc'h e 2006. Ar c'helc'hioù all a zo Dañserien Kemper eus kengevredigezh War 'l Leur ha Keltiad Kemper.
Remove ads
Poblañs
An eil kêr pobletañ e Penn-ar-Bed eo Kemper war-lerc'h Brest, hag an hini gentañ eus Bro-Gerne. An niver annezidi nevesañ hervez Wikdata zo 64 530 (1 Genver 2022)
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2012 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
45989 | 52496 | 55977 | 56907 | 59437 | 63238 | 64900 | 63360 |
Niver kemeret adalek 1968 : Poblañs hep kontoù doubl |
Emdroadur ar boblañs abaoe 1790
(Kemper hag ar c'humunioù bet staget outi e 1960: an Erge-Vihan, Kerfeunteun ha Penharz)
(Kemper hag ar c'humunioù bet staget outi e 1960: an Erge-Vihan, Kerfeunteun ha Penharz)

Remove ads
Ar vaered
Brezhoneg
Ar Brezoneg er Skol
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[16].
Ya d'ar brezhoneg
- D’ar 6 a viz C’hwevrer 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet d'ar gumun war-un-dro al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D’ar 16 a viz Mae 2012 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
- Da-heul roidigezh al label Ya d’ar brezhoneg a live 2 e 2012 e oa bet votet d’an 9 a viz Du 2017 gant Kuzul-kêr Kemper un divizadeg all gant oberoù nevez da gas da benn evit tapout al label a live 3.
Skolioù
- Teir skol Diwan a zo eno, e Kerfeunteun (1977), Penharz ha Krec'h-Gwenn (An Erge-Vihan).
- Ur skolaj Diwan dediet da Jakez Riou, zo ivez e Penharz.
- Klasoù divyezhek ivez e Skol Jacques Prevert e Kerfeunteun hag e skolaj Brizeux.
- E Kemper emañ Kelenn, an aozadur stummañ skolaerien ha kelennerien skolaj ha lise kaset en-dro gant Diwan.
- E distro-skol 2024 e oa enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 466 skoliad (8,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[17].
Tiez-embann
Remove ads
Armerzh
Tud
Tud bet ganet eno
- e-tro 1450 : Michel Marion, paramantour
- 1718 : Élie Fréron, kazetenner hag enebour da Voltaire
- 1738 : Reun Madeg, merdeer
- 1781 : Laenneg, medisin
- 1807 : Joseph Bigot, savour
- 1823 : Anna Mezmeur, leanez, istorourez ha skrivagnerez vrezhonek
- 1865 : Pierre-Alexis Ronarc'h, amiral
- 1874 : Leon ar Berr, kelaouenner ha barzh
- 1876 : Max Jacob, skrivagner gallek
- 1883 : Charles Chassé, arzvarnour, buhezskriver ha skrivagner
- 1886 : Gab Morvan, beleg ha skrivagner brezhonek
- 1890 : Pierre de Belay, livour
- 1895 : Lionel Floch, arzour
- 1923 : Charles Hernu, politikour
- 1923 : Pêr Toulhoat, orfebour-bravigour
- 1926 : Jacques Villeglé, arzour
- 1937 : Nicolas Genka, romantour
- 1940 : Jean Failler, skrivagner, krouet tudenn Mary Lester gantañ
- 1942 : Anna ar Beg, emsaverez vrezhonek
- 1946 : Hervé Jaouen, skrivagner gallek
- 1946 : Christian Menard, politikour
- 1949 : Dan ar Braz, sonour
- 1955 : Laurence Lavrand, skrivagnerez c'hallek
- 1958 : Marie Seznec Martinez, stilourez
- 1959 : Jean Le Cam, merdeer (sport)
- 1959 : Jil Penneg, aktour ha skrivagner brezhonek
- 1961 : Tepot Gwilhmod, embanner brezhonek
- : Anne Quéméré, sportourez
- 1964 : Roland Jourdain, merdeer (sport)
- 1976 : Yves Cotten, treser ha skrivagner
- 1988 : Moran Dipode, skrivagner brezhonek
Tud bet marvet eno
- 1349 : Sant Yann Diarc'hen (Santig Du)
- 1493 ː Alain le Maout, eskob Leon eus 1482 da 184, hag eskob Kemper eus 1484 da 1493. Kadoriad kentañ Kambr ar C'hontoù Breizh e oa bet eus 1486 da 1492
- 1755 : Marion ar Faoued, laerez hag harozez-pobl
- 1800 : Yves Marie Audrein, eskob
- 1805 : François Valentin, livour
- 1876 : Pierre-Paul de la Grandière, amiral
- 1894 : Joseph Bigot, savour
- 1895 : Fañch an Uhel, gwerinoniour ha barzh brezhonek
- 1903 : Arsène de Kerangal, mouler ha troour.
- 1905 : Jean-Marie Déguignet, skrivagner
- 1907 : Alfred Beau, arzour
- 1926 : Frédéric Le Guyader, skrivagner gallek
- 1947 : Emma Herland, livourez
- 1958 : Victor Lucas, kroc'haner
- 1971 : Pêr Yann Nedeleg, beleg ha skrivagner brezhonek
- 1984 : Reun Menez Keldreg, skrivagner.
- 1995 : Pêr-Jakez Helias, skrivagner, barzh ha den a radio
- 2000 : Bernard de Parades, folklorour
- 2007 : Bernard Le Brun, ardamezour ha bannielour
- 2007 : Loeiz Roparz, renevezer ar festoù-noz
- 2009 : Yann Brekilien, skrivagner breizhek
- 2015 : René Vautier, filmaozour
- 2016 : Martial Ménard, geriadurour ha yezhoniour brezhonek.
- 2020 : Jean-Yves Lagadeg, geriadurour ha yezhoniour brezhonek.
Tud liammet gant kêr pe o deus tremenet un tamm eus o buhez eno
- Alan Kainhart, kont Kerne
- Alan Fergant, dug Breizh
- Hoel II, dug Breizh
- Joseph-François Dupleix
- Yves Marie Audrein
- Jacques Cambry
- Kervarker
- Anatol ar Braz
- Ernest Ponthier de Chamaillard
- Jef ar Penven
- Julien Gracq
Ardamezeg ar familhoù
![]() |
Jacques Aymer, genidig eus bro Boatev, marc'heg Sant-Yann Jeruzalem,
rener Kemper e 1527 |
En argant e dreustell kenframmek etre abel ha gul a beder pezh |
![]() |
le Baron
ur c'huzulier ouzh prezidial Kemper e 1660 |
En argant e dreustell heuliet gant teir melionenn, an holl en geot |
![]() |
le Barzic
aotrounez Keranstivel, e Lokmaria |
En glazur e gebrenn en argant, heuliet gant teir brizhenn ginerminig ivez en argant |
![]() |
Hervé le Bastard de Kerguiffinec,
maer Kemper ha kannad ouzh ar Breujoù e 1738. Nicolas le Bastard de Kerguiffinec, mab Hervé, alvokad ar Roue ouzh Prezidial Kemper 1755 |
En argant e deir dreustell en gul leinet gant teir brizhenn erminig |
![]() |
? Le Baud
Senesal Kemper e 1590 |
En argant e fempdiliaouenn en gul |
![]() |
? de Carné
gouarnour Kemper er bloaz ... ? |
En aour e ziv dreustell en gul |
![]() |
J.M.G du Haffont ː bet ganet e Kemper an 8 Kerzu 1745 (= 50 bloaz); kabiten troadegiezh; marc'heg Sant-Loeiz; eil-major en Rohan; divroad; barnet ar 15 thermidor e Kiberen | En gul e gudon en argant pigoset hag iziliet en aour. |
![]() |
de Kerloaguen
Aotrounez Krec'heuzen, e parrez Sant-Vazhe |
En argant e erez dispak iziliek ha pigosek en gul.
Sturienn ː Sans effroy |
![]() |
Mathieu Lohéac, prokulor ar Roue ouzh prezidial Kemper e 1590 | En argant e vailhenn en sabel |
![]() |
Jean du Quélenec de Saint-Quérec, gouarnour Kemper e 1592 | En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour |
![]() |
Sébastien Ninon, kuzulier ouzh prezidial Kemper e 1700 | En glazur e seizh steredenn en argant |
Mirdioù
- Eured e Kemper gant Eugène Boudin, 1857, er mirdi
- Porzh Kemper gant Eugène Boudin, 1858, er mirdi
- Mirdi an Arzoù-Kaer (Kemper).
Liammoù etrebroadel
Gevelliñ
Kevelouri
Sport
Darvoudoù-sport a bep seurt
- 4 a viz Gouere 1958 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Nazer; trec'h eo André Darrigade (Frañs).
- 30 a viz Mezheven 1962 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Nazer; trec'h eo Huub Zilverberg (Izelvroioù).
- 27 a viz Mezheven 1965 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper hag ar Baol-Skoubleg; trec'h eo Guido Reybrouck (Belgia).
- 15 a viz Gouere 1991 : 10vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Roazhon ha Kemper; trec'h eo Phil Anderson (Aostralia).
- 16 a viz Gouere 1991 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Ervlan; trec'h eo Charly Mottet (Frañs).
- 11 a viz Gouere 2004 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lambal ha Kemper; trec'h eo Thor Hushovd (Norvegia).
Liammoù diavaez
- (br) Lec'hienn ofisiel kêr Gemper e brezhoneg hag e galleg
- (br) Kemper war lec'hienn Geobreizh
Levrlennadur
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads