Kendalc'h ar Stadoù-Unanet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kongres[1] ar Stadoù-Unanet pe, aliesoc'h, Kendalc'h[2] ar Stadoù-Unanet (saozneg: United States Congress) eo parlamant divgambrek Stadoù-Unanet Amerika, gantañ ar galloud lezenniñ.

Div gambr a ya d'e ober:
- Ar Sened (United States Senate), ar gambr uhel, gant 100 dileuriad (2 evit pep Stad).
- Ti an Dileuridi (United States House of Representatives), ar gambr izel, gant 435 dileuriad (anvet evit 2 vloaz). Cheñch a ra o niver hervez ar Stadoù, diazezet eo an niver-se war pouez o foblañs.
War-eeun e vez dilennet an holl zileuridi-se. Er C'hapitol, e Washington D.C., e vodont.
Remove ads
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads