Kened
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar gened pe ar gaerded, zo ur meizad, difetis eta, hag ur perzh hag a vez anavezet d'an traoù ha d'an dud, hag a vez gwelet pe glevet gant an dud all, hag a ro plijadur dezho peurvuiañ. Hervez Tomaz Aquino eo ar pezh a ra plijadur d'ar gweled hepken (quae visa placet). Gallout a ra ar blijadur-se dont ivez koulskoude eus ar stumm, ar fiñv, an ton.
Studiet e vez ar gened e meur a ziskibliezh, er brederouriezh evel en arz, er bredoniezh, pe er gevredoniezh.
Gallout a ra meizad ar gened kemmañ hervez ar broioù hag an amzerioù, evel ma weler en oberennoù arzel, el liverezh dreist-holl, met ivez hervez an dud. Daou zen ne gavint ket ken kaer ar memes tra. Hervez David Hume: « Ar gened n'eo ket ur perzh d'an traoù anezho o-unan, n'eus anezhi nemet e spered an hini a sell outi, ha pep den a wel ur gened disheñvel. » Koulskoude e vez emglev dre vras etre an holl dud war an traoù a gened.»
Evit implijoù all, gwelet Kened (disheñvelout).




Remove ads
Ar gened er mojennoù
- Mojenn Narkissos
- Ar Goantenn e Koad ar C'housk, gant Charles Perrault
- Ar gontadenn Gwennerc'h.
Kened ha relijion
Ar gened zo ur c'haer a brof digant Doue, da-lavaras sant Aogustin Hippo (354-430), met arabat d'an dud vat soñjal eo ur mad bras, rak Doue he ro ivez d'an dud fall.
Kened ar maouezed
Kened ar maouezed eo marteze ar pezh a sach selloù ar wazed an aliesañ, ha hini an arzourien ha livourien a dra sur. Peurvuiañ e vez c'hoar kened ar c'horf d'ar yaouankiz. Kemmañ a ra meizad ar gened hervez an dud, koulskoude e vez atav kreñv pouez gizioù an amzer, aozet gant ar varc'hadourien.
Kened an dremmen
- Lucrezia di Cosimo de' Medici, poltredet gant Agnolo Bronzino. Kened ar yaouankiz.
- Poltred gant John William Godward (1861–1922) Ar gened el liverezh klasel.
- Daoulagad kaer. Kanaouennoù a vez savet dezho, evel Aquellos Ojos Verdes.
- Kened diorbid un Indianez eus ar bobl Choctaw.
Kened ar c'horfoù noazh
- Ar gened er c'hizellerezh, an Teir Fulenn, gant James Pradier, 1831
- Kened ar c'horf a glasker ivez el luc'hskeudenniñ.
Kened diabarzh
Peurvuiañ e komzer eus kened diabarzh da ober anv eus un dra pe un den ha n'eo ket splann e gened.
Vilded
Ar vilded eo an anv kontrol d'ar gened. Evel ar gened eo ur meizad a gemm hervez an amzer hag an dud.
- An houad bihan divalav, kontadenn gant Hans Christian Andersen.
Lennegezh
- A thing of beauty is a joy for ever (Un dra a gened zo levenez da viken). John Keats.
Traoù kaer
Gant bed ar c'hiz e vez kinniget d'an dud gwiskañ dilhad kaer, ha bravigoù (pe braverioù). Dre ar bruderezh e vez lakaet dindan selloù an holl ur skeudenn eus ar gened liammet ouzh ar binvidigezh hag an arc'hant.
Kened ar maezioù
Plant ha gwez a ra kened ar maezioù, aet war zivalavaat gant diskar ar c'hleuzioù hag ar gwez. Kentañ tra a ra ar saverien tiez a-raok skarzhañ an douar labour eus ar parkeier eo diskar ar gwez en-dro d'ar c'hêrioù.
Kened an natur
Kened an disavouriezh
- An Taj Mahal.
- Kened ar Partenon.
- Iliz Santa Maria Novella e Firenze
- Gwer a liv en iliz Notre-Dame de Paris.
- Antoni Gaudí: Casa Batlló
Remove ads
Kenstrivadegoù kened

Deuet eo ar c'hiz da aozañ kenstrivadegoù kened evit ar merc'hed dreist-holl, en holl, vroioù, hag e Breizh evel e lec'h all. Kevezerezh zoken a vez etre aozerien an holl genstrivadegoù-se: Miss Universe, Miss World, Miss International, Miss Earth. En degouezhioù-se emañ beli an arc'hant war ar gened .
Gwelet ivez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads