Mouezh (yezhoniezh)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Er yezhoniezh e vez implijet an termen mouezh (saoz.: voice pe voicing) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus unan eus an tri ferzh pennañ hervez fonetik an distagañ implijet a-gevret gant an doare distagañ hag al lec'h distagañ evit renkañ ur sonenn.
Dre vras e reer un diforc'h etre sonennoù mouezhiet ma vez lakaet kerden ar vouezh da froumal (d.s. [b, d, g, z]) ha sonennoù divouezh (d.s. [p, t, k, s]) ma ne froum ket kerden ar vouezh. Liveoù mouezh etre a c'hell bezañ avat, da skouer fri [friː] > ar fri [ar.v̥riː] e rannyezhoù brezhonek zo.
Peurliesañ e vez mouezhiet ur vogalenn daoust ha ma vez implijet ivez vogalennoù divouezh e yezhoù zo, keit ha ma c'hall ur gensonenn bezañ mouezhiet pe divouezh.
Setu parioù fonemennoù kensonennel mouezhiet ha divouezh skouer implijet gant ar brezhoneg m'en devez an diforc'h-se un arc'hwel yezhadurel (gw. « kemmadur »):
Remove ads
Gwelit ivez:
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads