Kentumeg
yezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar c'hentumeg a zo ur yezh digenvez komezt gant 200 a dud e stad Baouchi e biz Nijeria. Damvarv eo. Darn vrasañ ar meuriad a ra gant ar Tchameg ha gwelloc'h e komz ar gentumegerien diwezhañ ar yezh-se eget o hini.
Hervez an hengoun e teu ar Jalabe eus ar Menezioù Muri ma vevent asambles gant pobloù Tso ha Kwa. E-pad an XIXvet kantved, avat, e erruas an dchamed, a oa o tech'out argasadegoù ar Wajaed. Kenveuziñ a reas an div bobl ha dlizelel a reas ar Jalabe o yezh goustadig.
Remove ads
Geriadur
Levezonet e oa bet geriadur ar c'hentumeg gant hini ar tchameg ha bez ez us damheñvelderioù gant tsoeg met darn vrasañ ar gerioù kentumek a zo dinav o orin.
Niverioù
- násán
- tiyú, tə́só
- tətáá, bwànbí
- təbwár, ŋbár
- (tə)nó
- tənúkùn
Goude 5 ez eo an niverioù kentumek heñvel ouzh hini an tchameg, ar re etre 1 ha 5 a zo tost ouzh re an tsoeg.
Gwelet ivez
Yezhoù Nijeria
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads