Ki polis
ki implijet gant nerzhioù polis pe surentez foran From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur c'hi polis, anavezet evel K-9 er broioù saoznek (heñvelson gant "canine")[1] [2], a vez graet eus ur c'hi hag a zo bet gourdonet evit harpañ ar polis pe kement nerzh surentez foran zo. Kefridioù ar chas polis zo ledan, eus klask dramm ha danvez-tarzh, klask tud steuziet, kavout prouennoù war lec'hioù torfed, gwareziñ poliserien pe hiniennoù all, ha tagañ suspedoù hag a glask tec'hout diouzh ar polis. Ar gouennoù implijetañ gant an nerzhioù surentez eo ar mesaer-deñved alaman, ar malinois, ki Sant-Hubert, ar mesaer-deñved izelvroat, hag al labrador retriever[3]. Er bloavezhioù tremenet, ar malinois belgiat a zo deuet da vezañ ar c'hi implijetañ gant ar polis pe an arme peogwir eo gwelet evel ur marc'h-labour, bihan a-walc'h ha fiñvus. Ar mesaer-deñved alaman a chom ar ouenn chas implijetañ memestra[4].
Ar chas polis a zo implijet gant nerzhioù broadel koulz ha reoù rannvroel er bed a-bezh. Graet e vez gant an anv-kod K-9 unit e saozneg[5]. [6]. Gourdonadenn diazez ur c'hi polis a bad etre 8 miz hag ur bloaz, hervez resisted ar c'hefridioù a vo fiziet er c'hi. Ar chas polis o deus gourdonadennoù boas gant ar poliser a ra war o zro evit ma chomfe kreñv al liamm etrezo, ha sklaer kefridioù al loen[7]. E kalz broioù, lazhañ pe gloazañ ur c'hi polis en un mod youlek zo un torfed[8][9].
Remove ads
Notennoù ha davenenoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
