Kodkod
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar c'hodkod (Leopardus guigna), anvet ivez Guiña, eo ar c'hazh bihanañ en Amerika. Muzuliañ a ra etre 57 ha 75 cm ha pouezañ a ra war-dro 2 kg. E Chile hag Arc'hantina hepken e kaver anezhañ. Liv e vlevenn a gemm eus gell-melen da c'hell-ruz gant brizhelloù du met ar c'hizhier du n'int ket ral.
Er c'hoadegoù e vev ar c'hodkod dreist-holl; Hemolc'hiñ a ra krignerien bihan hag evned. E bambouzegoù dindan ar gwez e neizh ar peurliesañ.
Ar c'hodkod a c'hell bevañ 11 bloavezh. Ar parezed o deus etre 1 ha 3 c'hazhig goude un dougen a 72 devezh.
Remove ads
Isspesadoù
- Leopardus g. guigna
- Leopardus g. trigillo
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
