Kokell
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur gokell pe ur gokellenn zo ur benveg kegin e metal (houarn-teuz peurvuiañ) da boazhat meuzioù, keusteurennoù ha meuzioù en hilienn dreist-holl. Ur seurt kaoter gant ur golo ha dornelloù eo.
Istor
Ijinet e voe gant an greantour saoz Abraham Darby, o kemer skouer war un doare-ober dizoloet gantañ e-pad ur veaj en Izelvroioù. Savet e voe un endalc'her keginañ e houarn-teuz gantañ hag e vicherour kembreat James Thomas e 1707 en e stal-labour e Bristol. Dutch oven (forn izelvroat) a voe graet anezhañ e saozneg.
E Norzhamerika e voe daskemmet ar gokell en XIXvet kantved evit ober ganti dindan an amzer. Basoc'h e oant, gant treid evit lakaat anezhi war ar regez, ur skouarn vras evit skourrañ ha dilec'hiañ anezho aes, ha savet erienoù o golo evit lakaat regez pe glaou-bev evit dasparzhañ an tommder.
Remove ads
Skeudennoù
- Dutch oven, anv saoznek ar gokell, Saint Louis, Missouri, 1880
- Kokell e 1948
- Кokell
- Kokell Staub hirgelc'hiek e houarn-teuz krai, eus deroù he froduadur
- Kokell c'hall a vremañ, eus ar merk Invicta, e houarn-teuz amailhet
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads