La Belle et la Bête (film, 1946)

From Wikipedia, the free encyclopedia

La Belle et la Bête (film, 1946)
Remove ads

La Belle et la Bête (Ar Goantenn hag al Loen e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jean Cocteau e 1945.

Fedoù berr-ha-berr Titl, Assessment ...
Remove ads

Fichenn deknikel

  • Doare : Moliac'h,
  • Skoazeller-sevener : René Clément,
  • Senario ha divizoù : Jean Cocteau, azasaet diwar ar gontadenn La Belle et la Bête[1] (1757) gant Jeanne-Marie Leprince de Beaumont,
  • Kevredad produiñ : Les Films André Paulvé (?),
  • Produour : André Paulvé,
  • Rener produiñ : Ḗmile Darbon,
  • Rener ar skeudenniñ : Henri Alekan,
  • Paotred ar c'hamera : Robert Foucard, Raymond Letouzey ha Henri Tiquet,
  • Ijinourien ar son : Jacques Carrère ha Jacques Lebreton,
  • Aozer ar sonerezh orin : Georges Auric,
  • Kinklourien : Christian Bérard, Lucien Carré ha René Moulaert,
  • Dilhataerien : Christian Bérard, Antonio Castillo ha Marcel Escoffier,
  • Farder : Hagop Arakelian,
  • Skriptourez : Lucile Costa,
  • Frammer : Claude Ibéria,
  • Luc'hskeudenner leurenn : Aldo Graziati,
  • Prantad filmañ : adalek ar 26 a viz Eost 1945 betek ar 6 a viz Genver 1946,
  • Lec'hioù filmañ : Ḕze (Alpoù-an-Arvor), Milin Touvoie e Rochecorbon, Parçay-Meslay (Indre-et-Loire), kastell Raray (Oise), Abati Royaumont (Val-d'Oise a-vremañ) evit ar pezh a sell ouzh an darvoudoù e-maez,
  • Deiziad dont er-maez : 29 a viz Here 1946 (Bro-C'hall Bro-C'hall), 23 a viz Kerzu 1947 (Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet).
  • Padelezh : 96'.
Remove ads

An danvez

War ar maez emañ o chom ur marc'hadour, war-nes ober freuz-stal, gant e bevar bugel : ur mab (Ludovic) ha teir merc'h (Adélaïde, Félicie ha Belle). N'eus ket par da emgarantez Adélaïde ha Félicie panevet o imor fall, ouzh o c'hoar Belle dreist-holl hag a vez lakaet da wir vatezh gante. Un deiz ez eo ret d'an tad mont kuit d'ober war-dro e aferioù ha prometiñ a ra degas profoù d'e verc'hed...

Tra m'emañ gant e hent ec'h en em goll an tad en ur c'hoad e-lec'h ma kav ur c'hastell ken iskis ha meurdezus : ober a ra e veno chom ennañ da goaniañ ha da dremen an nozvezh. A-raok loc'hañ e klask kutuilh ur rozenn eus an dibab, c'hoant gantañ d'he degas d'e verc'h Belle. Ha setu dres ma teu perc'henn ar c'hastell war wel : un euzhvil hanter-den, hanter-loen. Hag hemañ da varn an tad d'ar marv anez ma teuio unan eus e verc'hed da gemer e blas. Aotreet eo ar marc'hadour da zistreiñ d'e di eta...

Asantiñ a ra Belle en em aberzhiñ evit saveteiñ buhez he zad ha mont d'ar c'hastell burzhudus m'emañ bev ar melezourioù hag an delwennoù. Semplañ a ra kentañ tro ma par selloù ar Goantenn war baourkezh dremm al Loen. Padal, bep ma tremen an amzer ne ziskouez ket droug an euzhvil ouzh Belle, e mod ebet. Ma krog Belle da vagañ truez outañ tamm-ha-tamm. Gortoz a ra al Loen ma vo respontet ya d'e c'houlenn a garantez gant ar Goantenn, deiz pe zeiz...

Dre m'eo kleñvaet ar marc'hadour ec'h asant an euzhvil ma'z aio Belle d'e gaout gant ma tistroio-hi hepdale. Broudet gant gwarizi an div c'hoar all ez a Ludovic hag Avenant, ur mignon dezhañ piket e galon gant Belle, da gastell al Loen d'e lazhañ ha lakaat o c'hrabanoù war e vadoù. Koll e vuhez a ra Avenant, hag eñ toullet gant ur bir tennet gant unan eus delwennoù al liorzh ma klaske ar paotr diskenn enni...

E-keit-se e oa distroet ar Goantenn da gastell al Loen, hag eñ war e dremevan : dont a ra ar vuhez en-dro ennañ a-drugarez da selloù karantezus Belle paret warnañ. Treiñ a ra al Loen en ur paotr kaer, neuz Avenant warnañ : lakaet e oa bet dindan gazel-ge abalamour ma ne grede er marvailhoù...

Remove ads

Roll ar gomedianed

  • Josette Day : Belle,
  • Jean Marais : Avenant, al Loen hag ar Priñs,
  • Marcel André : tad Adélaïde, Belle, Félicie ha Ludovic,
  • Michel Auclair : Ludovic,
  • Mila Parély : Adélaïde,
  • Nane Germon : Félicie,
  • Raoul Marco : ur marc'hadour,
  • Jean Cocteau : mouezh an daneveller,
  • Christian Marquand : ul lakez,
  • Noël Blin, Janice Felty, Jacques Marbeuf, Ana María Martinez, Grégory Purnhagen, Gilles Watteaux.

Gopr

Paket e oa bet ar Priz Louis Delluc gant ar film e 1946.

Liamm diavaez

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads