Luanda
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Luanda eo kêr-benn ha kêr vrasañ Angola. Emañ war aod ar Meurvor Atlantel, ha porzh brasañ ar vro eo ivez. War-dro 4,5 milion a dud zo o chom enni (e 2004, hervez ABU), ha kêr-benn Proviñs Luanda eo.

Savet e voe e 1575 gant trevadennerien eus Portugal dindan an anv São Paulo de Luanda. Abaoe m’eo dizalc’h Angola (1975) eo aet kuit an darn vrasañ eus an annezidi a oa genidik eus Portugal ha kemeret eo bet o lec'h gant kalzik tud eus Kuba a oa deuet da Angola evel soudarded da stourm a-enep an drevadennerien.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

