Lucrezia Tornabuoni
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Lucrezia Tornabuoni a oa ganet e Firenze en 1427 ha marvet d'an 28 a viz Meurzh 1482, a oa pried Piero di Cosimo de' Medici, ha mamm Lorenzo de' Medici. Dre ma oa merc'h da Francesco Tornabuoni, un ozhac'h a ouenn uhel e Firenze, e roas tro d'an tiegezh Medici da dostaat ouzh an noblañs.


Barzhez italianek e oa ivez. Mignonez e oa da dud evel Luigi Pulci pe Agnolo Poliziano.
Remove ads
Dimeziñ ha bugale
Dimeziñ a reas da Biero, mab da Cosimo de' Medici, e 1444, un den nav bloaz koshoc'h egeti, speredek ha troet gant an arzoù hag ar sevenadur. An tiegezh Tornabuoni en doa harpet Cosimo da zistreiñ da Firenze eus e harlu, hag un arouez eus an emglev etre an daou diegezh e oa an dimeziñ-se.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads