Lyon

gêr e reter Bro-C'hall, pennlec'h ar rannvro Auvergne-Rhône-Alpes. From Wikipedia, the free encyclopedia

Lyon
Remove ads

Lyon (Liyon en arpitaneg) zo ur gêr vras e reter Bro-C'hall, etre an Torosad Kreiz hag an Alpoù. Kêr-benn ar Galiaoù e oa e-pad an impalaeriezh roman. Pennlec'h Metropol Lyon eo (59 kumun), hag ivez hini ar rannvro c'hall hag ar prefedelezh Auvergne-Rhône-Alpes. Trede kêr vrasañ Bro-C'hall eo, war-lerc'h Pariz ha Marselha, gant 516 092 a annezidi e 2017.

Muioc'h a ditouroù Melestradurezh, Stad ...

Brudet e oa Lyon gant ar sidanerezh gwechall, ha bremañ gant ar gwiaderezh, ar c'himiezh hag industriezh ar skeudenn. Sez Interpol eo abaoe 1989.

Remove ads

Douaroniezh

Emañ Lyon e kember div stêr vras : ar Ron hag ar Saône. Etre daou dorosad bras emañ : er c'hôrnog e kaver Torosad Kreiz, hag er reter an Alpoù.

Un hinad hantergevandirel levezonet gant an hin greizdouarel he deus. Amzer tomm hag arnevus ez eus en hañv, amzer rip (yen ha sec'h) er goañv. Glav a ra muioc'h en hañv eget en goañv eta. Erc'h a zo 20 deiz ar bloaz well-wazh.

Anv

Staliet e oa eno ar Galianed abaoe pell. E 43 araok JK e oa savet un drevadenn roman, anvet Colonia Copia Felix Munatia Lugdunum ha goude Colonia Copia Claudia Lugdunensium[2]. Lugdunum e oa he anv galianroman goude se, en enor d'an doue keltiek Lug. Al lodenn all eus an anv a zeu eus dunos hag a dalv kreñvlec'h, torgenn e keltieg kozh.

Ardamezioù ha sturioù

En gul, e leon en argant ; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour. Dont a ra eus mare ar Grennamzer. Daskemmet e oa gant roueed Bro-C'hall, ha goude gant Nabulio Buonaparte ha pennoù all war e lerc'h a-hed an XIXvet kantved. Meur a sturiad a c'hall bezañ roet d'ar gêr, evel hemañ : Virtute duce, comite fortuna da lâret eo "Vertuz da heñcher (a dalv) berzh-mat da gompagnun". Anavezet eo ivez ar youc'h brezel en arpitaneg Avant ! Avant ! Lion le melhor ! (A-raok ! A-raok ! Lyon an hini gwellañ !) eus ar « rebeyne », ur gabaduilh e 1269.

Paeroniet eo ar gêr gant santez Blandina, merzourez ar Gristenien gentañ.

Istor

XXvet kantved

Serret e oa Jean Moulin, penn ar Rezistañs C'hall, e Caluire, e bannlev Lyon. D'ar 26 a viz Mae 1944 e oa bombezet ar gêr gant kirri-nij ar Re Gevredet. Dieubet e oa d'an 3 a viz Gwengolo 1944.

Monumantoù ha traoù heverk

  • an ti-kêr,
  • an opera,
  • Penniliz Itron-Varia Fourvière war torgenn Fourvière, eus fin an XIXvet kantved,
  • park an Penn Aour.

Emdroadur ar boblañs 1793-2009

Mammennoù Cassini-EHESS hag EBSSA

500 715 a annezidi a oa e 2013, 516 092 hervez an niveradeg diwezhañ e 2017. En tolpad kumunioù zo en-dro dezhi e oa 1.648.216 a dud e 2013, ha 1 659 001 e 2017 (eil unvez kêrel Frañs eo). Eil tolead kêr ar vro eo ivez, gant 2 326 223 a annezidi e 2017.

Melestradurezh ha politikerezh

Edouard Herriot a oa maer ar gêr eus 1905 betek 1957 (war-bouez an eil Brezel Bed). 9 arondisamant he deus Lyon hiziv.

Gérard Collomb a oa ar maer eus 2001 betek 2020 (war-bouez etre 2017 ha 2018). E-barzh ar Strollad Sokialour Gall e oa araok mont e-barzh La République En Marche !, luskad ar prezidant Emmanuel Macron.

Tud

An impalaer roman Klaod I, mab Drusus Decimus Nero hag Antonia ar Yaouankañ, a oa ganet e Lugdunum d'ar 1 a viz Eost 10 kent J.K.

Tud brudet all ganet eno :

Gevelliñ

Ar c'hêrioù gevellet gant Lyon :

Levrioù talvoudus

Liammoù diavaez

Daveoù ha notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads