Maol

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

En anvioù-lec'h er broioù gouezelek, maol e gouezeleg pe mull e saozneg Bro-Skos a dalv moal, da lavaret eo hep gwez pa gomzer eus ur menez pe ur penn-tir, pe "noazh" pa gomzer eus ur c'hastel en e boull da skouer.

Maol zo un anv-den ivez.

Remove ads

Brezhoneg ha kembraeg

Kar eo ar ger gouezelek d'ar gerioù moel e kembraeg, ha moal e brezhoneg . E Kembre e vez graet moel eus menezioù hep gwez. E brezhoneg eo anavezet ar ger e Molenez ha lec'hioù all.

Bro-Skos

Stank eo ar ger e douaroniezh Bro-Skos. Talvezout a ra neuze kement ha beg-douar uhel ha noazh , tost evel ur menez, pa vez gwelet a bell.

E gouezeleg Bro-Skos eo implijet kalz ar ger evit komz eus begoù-douar pe pennoù-tir "noazh", hep gwez.

Pennoù-tir

  • Maol Chinn Tìre, pe Mull of Kintyre, penn kreisteisañ ledenez Chinn Tìre
  • Maol nan Gall, pe "Mull of Galloway", penn kreizteisañ ledenez "Rhins of Galloway"
  • An Obha, pe "Mull of Oa", pe The Oa, ur beg-douar en Ìle
  • Mull of Cara, ur beg-douar e kreisteiz Enez Cara
  • Mull Head, ur beg-douar en inizi Orc'h

Lec'hioù all

  • Isle of Mull, unan eus Inizi Gall, disheñvel orin hec'h anv evit doare, rak Muile eo hec'h anv gouezelek.
  • Caisteal Maol ("Kastell Moal") e kêriadenn Caol Àcainn, war Enez Sgitheanach (Skye), ur c'hastel en e boull.
Remove ads

Manav

  • Cronk Meayll pe "Meayll Hill" pe "Mull Hill", ur dorgenn e kêriadenn Creneash.

 Iwerzhon

En Iwerzhon e talvez ar ger mull kement ha menez. Mullach and mullagh a zo stummoù all. Mennegomp :

  • Creachmhaoil (creach + maol), (Craughwell e saozneg), ur gêr e kontelezh Gaillimh.
  • An Mullach Mór (ar menez meur), (Mullaghmore e saozneg), anv meur a lec'h
  • Mullaghaneany
  • Mullaghcloga
  • Mullach Cairn (Mullaghcarn e saozneg), ur menez er menezioù na Speiríní e Norzhiwerzhon

Anv-den

Maol a oa un anv-badez gouezelek roet d'ar Grennamzer en Iwerzhon ha Bro-Skos. Meur a Vaol a zo bet mormaer (kont) Lennox (pe Leamhnachd), e kornôg Bro-Skos : Maol Domhnaich, Maol Choluim I, Maol Choluim II.

"Mel" zo ur berranv eus Maol, da skouer an aktour Mel Gibson.

Pennad kar

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads