Margarete von Babenberg

From Wikipedia, the free encyclopedia

Margarete von Babenberg
Remove ads

Margarete von Babenberg (1205–1266), pe Margareta von Österreich (en alamaneg), pe Markéta Babenberská (e tchekeg), pe Marc'harid Aostria (e brezhoneg), a oa ur briñsez eus Stiria, pried da Ottokar II Přemysl, roue Bohemia.

Thumb
Margarete von Babenberg
Ur pennad Marc'harid Aostria zo ivez.

He buhez

Merc'h e oa da Leopold VI Aostria (Babenberg) ha da Teodora Angelina, eus tiegezh impalaerel Bizantion. O merc'h henañ e oa, ha c'hoar e oa da Friedrich II Aostria, an diwezhañ dug eus an Tiegezh Babenberg a varvas divugel en 1246, ma savas bec'h diwar-benn an hêrezh.

Dimezioù

Div wech e timezas

  • da Herri II Sikilia, mab da Friedrich II Hohenstaufen ha d'e gentañ pried, Constanza de Aragón y Castilla. Anvet e voe Herri da Rex romanorum, hag en em sevel a reas a-enep d'e dad;
  • e 1252, dek vloaz goude marv he c'hentañ pried, da Ottokar, nevez anvet da z-Dug Aostria ha, bloaz goude, da roue Bohemia. Hi a oa 27 vloaz koshoc'h egetañ.


Abalamour d'ar Privilegium Minus e c'hallas Ottokar goulenn dugelezhioù Aostria ha Stiria. Margarete e oa an tostañ hêrez d'an dug diwezhañ .

Remove ads

Diwezh he buhez

Margarete n'halle ket kaout bugale ha torret e voe hec'h eured gant Otakar en 1260. Addimeziñ a reas ar roue d'ur vaouez yaouankoc'h Cunigunda de Eslavonia. Chom a reas Margarete e Bohemia.

Mervel a reas e 1266 ha hi divugel.

War he lerc'h

Otakar a viras Aostria, Stiria, Carintia ha Carniola, o lavarout e oa pennhêr da Vargarete, en o emglev dizimeziñ. En 1276 avat e voent tennet digantañ gant ar roue Rodolf Iañ Habsburg .

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads