Mathieu Kérékou

From Wikipedia, the free encyclopedia

Mathieu Kérékou
Remove ads

(Ahmed) Mathieu Kérékou (ganet d’an 2 a viz Gwengolo 1933 e Kouarfa, nepell diouzh Natitingou e departament Atakora, ha marvet d'ar 14 a viz Here 2015 e Cotonou) zo bet Prezidant Benin (bet Dahomey) etre ar 26 a viz Here 1972 hag ar 4 a viz Ebrel 1991.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...

E 1974 e lakaas degemer ar varksouriezh-leninouriezh da ideologiezh ar gouarnamant ha krouet e voe gantañ Strollad dispac'h poblek Benin, evel ar strollad politikel nemetañ er vro. E 1975 e voe kemmet anv ar vro, a oa Republik Dahomey, evit dont da vezañ "Republik Pobl Benin". Goude ar manifestadegoù pobl liammet ouzh diskar moger Berlin avat ez asantas Mathieu Kérékou e vefe aozet ur c’hendiviz broadel evit sevel ur vonreizh evit ar vro. Da vare dilennadegoù ar prezidant e 1991 e voe trec’het gant Nicéphore Soglo.

Goude-se ez eas ar galloud gantañ en-dro da-heul dilennadegoù demokratel ar 4 a viz Ebrel 1996 hag adarre e miz Meurzh 2001. E 2006, e dibenn e zileuriadur, ne c’hallas ket en em lakaat war ar renk ken, abalamour m'eo merket e bonreizh ar stad ne c'hall ket tud en tu-hont da 70 vloaz mont war ar renk. En enep da voazioù pennoù ar stadoù afrikan all ne voe ket kemmet ar vonreizh gant Mathieu Kérékou evit ma c'hallje bezañ dilennet en-dro da brezidant.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads