Metan

From Wikipedia, the free encyclopedia

Metan
Remove ads

Ar metan (CH4) zCH4) o un hidrokarbon eus rumm an alkanoù. Ar volekulenn-se he deus un atom karbon (C) ha 4 atom hidrogen (H).

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù Fizikel ...

Ar metan eo elfenn bennañ ar gaz naturel. Bez' eo ivez elfenn bennañ ar biogaz deuet eus goadur materioù organek loen pe struj en diank oksigen. Savet eo gant bakterioù metanogenek a vev e meteier anaerobiotek eleze hep oksigen.

Ar metan eo ivez an hidrokarbon klasel nemetañ a c'heller kaout dre un argerzh biologel naturel. Gaz naturel dreist-holl, ha dre se gaz fosilek, a vez implijet, met diorroet e vez implij ar metan adnevezapl, a vez graet biogaz anezhañ ivez : Sveden, Alamagn, Danmark, Viêt Nam, Kambodja, Sina, India...

Dilaosket e vez ar metan ent naturel en takadoù gleborek nebeut oksigenek evel ar geunioù hag an douaroù beuz. En em furmiñ a ra ivez e-barzh stomok ar bronneged hag ez eo gaz pennañ ar brammoù hag al loufoù.

Kementadoù bras a vetan a vez paket e deun ar meurvorioù dindan stumm hidratoù metan. Met da ziwall zo : karbon ar metan fosilek, n'eo ket ken karbon 14 (14C) e-giz ma vez peurvuiañ, met e izotop : ar c'harbon 12 (12C) (diwar an dezintegradur izotopek c'hoarvezet e-pad degadoù a viliadoù a vloavezhioù). Ma teu an hin da dommañ kalz e c'hellfe ar 12C bezañ dilaosket fonnus, ar pezh a zegasfe kudennoù ekologel niverus ouzhpenn. A-gevret gant ar 12C e vefe memes tra gant ar CO2 fosilek paket kementadoù brasoc'h anezhañ c'hoazh e deun ar meurvorioù dindan stumm holenoù (bikabonatoù dreist-holl).

Remove ads

Un nebeud perzhioù

  • Er c'hondisionoù reizh a demperadur hag a wask ez eo ur gaz skañvoc'h eget an aer, diliv ha dic'hwezh. Dourennekaat a ra da -161,4 °C ha solutaat da -182,6 °C.
  • Douester ar metan dourennek a zo 0,415 da -164 °C.
  • E zisolvablentez en dour a zo 0,4 ml evit 100 ml dour d'an temperadur a 20 °C, an disolvablentez-se en alkool a zo 47 ml d'ar memes temperadur ha 104 ml da 10 °C en eter evit ar memes volum a 100 ml atav.
  • Un danvez loskant eo ar metan. Entanañ a ra da 667 °C en bezañs oksigen. Skrivet e vez reaktadur loskidigezh ar metan evel-henn :
CH4 + 2O2 → CO2 + 2H2O
metan + dioksigen dioksidenn garbon + dour
  • 1 m³ metan da 15 °C (gaz naturel) a zilaosk 9,89 kWh (35,6 MJ) a energiezh.
  • Treuzdouget e vez ar metan (evit gwir, ar gaz naturel, a zo ouzhpenn 90% a vetan ennañ) gant metanlistri pa vez dezhañ un temperadur a -162 °C hag ur gwask tost ouzh ar gwask atmosferek.
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads