Misil

From Wikipedia, the free encyclopedia

Misil
Remove ads

Ur misil a vez graet eus un arm aer a c'hell nijal e-unan sikouret gant ur c'haser, keflusker jet pe keflusker roketenn. An termenadur istorel 'misil' a oa implijet da gentañ evit ober anv eus an holl armoù bannet, tennet pe kaset da dizhout ur pal (biroù...). Un arm-tarzh bannet hep kaser a vez anvet obuzenn ma'z eo bannet adal armoù kanolierezh, pe bombezenn ma vez o kouezhañ diouzh ur c'harbed-nij. An diforc'h etre roketenn ha misil er bed milourel eo hemañ : ar misil a zo savet gant ur sistem sturiañ, padal ar roketenn a vez bannet ha ne vez ket sturiet ur wech bannet. Ma vez ur sistem sturiañ d'ar roketenn e teu da vezañ ur "roketenn sturiet".

Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Roll elfennoù ...
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads