Mississippi (stêr)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur stêr anvet Mississippi zo ivez en Ontario, Kanada.

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar stêr Mississippi (Mississippi River e saozneg) zo ur stêr vras e Stadoù-Unanet Amerika hag a dreuz kreiz ar vro eus Minnesota en hanternoz betek pleg-mor Mec'hiko er c'hreisteiz. 3 730 km zo dezhi : unan eus stêrioù hirañ ar blanedenn eo ar Mississippi stadunanat.
Ur plas dibar en deus ar Mississippi e armerzh ha sevenadur ar vro.
Remove ads
Douaroniezh
Redek a ra war-du ar c'hreisteiz etre meur a stad:
- etre Minnesota ha Wisconsin,
- etre Iowa hag Illinois,
- etre Missouri hag Illinois, Kentucky, ha Tennessee,
- etre Arkansas, ha Tennessee ha Mississipi
- etre Louiziana ha Stad Mississippi
met e Louiziana eo emañ an delta.
- Kartennoù eus ar stêr Mississippi
N'eus nemet ar Missouri, un adstêr, a zo hiroc'h egeti e Norzhamerika. A-hed tremen 6 800 km[2],[3] e red an div stêr, lakaet a-hed-da-hed.
Remove ads
Istor
Bet eo o chom an Amerindianed a-hed ar Mississippi e-pad miliadoù a vloavezh. Chaseourien-kutuilherien a oa lod anezho, reoù all labourerien-douar. Erruout a rejont an Europeaned adalek ar XVIvet kantved.
Sevenadur
François-René de Chateaubriand, Mark Twain ha Herman Melville a zo bet awenet gant ar stêr. Diwanet e oa ar sonerezh blues e korn-bro delta ar stêr.
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads