Navarra

From Wikipedia, the free encyclopedia

Navarra
Remove ads

Navarra, e brezhoneg[1] hag e spagnoleg, Nafarroa en euskareg, pe Navarra Uhel, Nafarroa Garaia en euskareg, eo ar vrasañ eus ar 7 proviñs a ya d'ober Euskal Herria (Spagn). Ur gumuniezh emren zo anezhi hec'h-unan ivez. Iruña pe Iruñea (Pamplona e spagnoleg) eo ar gêr-benn.

*Diwar-benn Nafarroa Uhel, pe Navarra Uhel, eo ar pennad-mañ. Evit kement Nafarroa pe Navarra all, sellit ouzh Nafarroa (disheñvelout).
Thumb
Kartenn fizikel Nafarroa
Remove ads

An anv

Kumuniezh Forel Navarra (Comunidad Foral de Navarra en spagnoleg, Nafarroako Foru Erkidegoa/Komunitatea en euskareg) zo unan eus 17 kumuniezh emren Spagn, dezhi ur statud a emrenerez abaoe 1982.

Douaroniezh

Ar yezhoù e Nafarroa

Thumb
An teir rannvro yezhel: an euskaregva, ar rannvro gemmesk, ar rannvro dieuskarek, e Nafarroa.
Thumb
Dregantad an euskaregerien e Nafarroa

Yezh ofisiel Nafarroa eo ar c'hastilhaneg.
An euskareg avat zo yezh ofisiel en euskaregva, en hanternoz ar vro, un tamm evel e proviñsoù Euskadi. Rak rannet eo Nafarroa e teir rannvro yezhel, hervez al lezenn, al Ley Foral del Vascuence, eus 1986, pe Lezenn Foral 18/1986 eus ar 15 a viz Kerzu 1986 diwar-benn an euskareg[2]), al lezenn a ro ur statud d'an euskareg er vro.
Diwar 272 kumun Nafarroa:

  • 64 gumun zo en euskaregva, en hanternoz, ma'z eo kenofisiel an div yezh
  • 98 kumun zo er rannvro gemmesk, ma kaver servijoù divyezhek evit an euskaregerien,
  • 110 kumun zo er rannvro kastilhanek ma n'eus nemet ar c'hastilhaneg da yezh ofisiel. N'eo ket anavezet an euskareg.

Pa vez kenofisiel ar yezh eo anavezet gwir ar c'heodedour d'ober gant an euskareg ouzh ar velestradurezh.

Remove ads

Kêrioù Navarra

Pennadoù kar, a bell pe a dost

Liammoù diavaez

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads