Nepal

From Wikipedia, the free encyclopedia

Nepal
Remove ads

Nepal (e nepaleg), pe Republik Demokratel Kevreadel Nepal hervez anv ofisiel ar vro, a zo ur riez en Himalaya, gronnet gant broioù arall. Harzoù he deus gant Tibet (Republik Pobl Sina) e-tu an norzh ha gant India e-tu ar su, ar reter hag ar c'hornôg. An Himalaya a red a-dreuz norzh ha kornôg ar vro hag eizh eus ar menezioù uhelañ er bed a zo er vro end-eeun.

Fedoù berr-ha-berr Kêr-benn, Kêr vrasañ ...

Krouet e voe ar stad a-vremañ gant Prithvi Narayan Shah e 1768. Kent 2006 e oa Nepal ur vonarkiezh hag ar vro nemeti a oa an hindouegezh he relijion ofisiel. Ur republik lik eo hiziv.

Remove ads

Yezhoù

123 yezh a vez komzet er vro. Yezhoù broadel ez int holl[1]. An nepaleg eo ar yezh ofisiel[2]. Khaskura e oa anvet da gentañ met da vezañ galvet Nepaleg e krogas er XXvet kantved[3]. An holl yezhoù komzet er vro a c'hell bezañ implijet er melestradur[4].

Thumb

Relijion

An hindouegezh eo ar relijion pennañ e Nepal. Evel patron ar vro e vez gwelet Chiva[5] hag e Nepal emañ an azeuldi chivaek brasañ er bed, an azeuldi Pashupatinath

Melestradur

Abaoe Gwengolo 2015 eo rannet Nepal e 7 proviñs ha 75 distrig (जिल्ला, jillā, treuzskrivet gant jilla).

Thumb


Levrlennadur

Notennoù

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads