Nisa
kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Nisa (okitaneg: Niça; galleg Nice, italianeg: Nizza) a zo hiriv penn-kêr departamant Alpoù-an-Arvor, er Frañs.
Remove ads
Douaroniezh

Emañ kêr Nisa war ribl ar Mor Kreizdouarel, e pleg mor an Aelez (baie des Anges), torgennoù en-dro dezhi, sko ouzh menezioù ar Mercantour, bevennet gant traoñienn ar stêr Var er c'hornôg ha gant ar menez Boron (Mont-Boron) er reter.
Div stêr a red dre gêr (nemet d'an hañv, pa'z eont da hesk):
- ar Paillon er reter (34 km),
- ar Magnan er c'hornôg, kalz berroc'h.
Un toulladig torgennoù a sav o fenn a-us d'ar gêr, menegomp div anezhe:
- hini Cimiez gant dismantroù eus an Henamzer;
- hini ar c'hastell, etre ar gêr gozh hag ar porzh.
An eil kêr c'hall eo evit a sell an douristelezh, gant an eil aerborzh gall evit a sell niver ar veajerien: tost da 10 000 000 e 2005.

Remove ads
Anv
Stummoù skrivet
A. Nisa
- Nikaia (Polybos, XXXIII, 4, 7; Strabon, IV, 1, 5; 9)
- Nicaea (Ptolemaois, III, I, 2; Plinus, Hist. Nat. III, 47)
- Nicea (Gregor a Dours)
- Niccia (Sened-Iliz 585)
B. Cimiez
- Cemelennum (Ptolemaios, III, 1, 39)
- oppido Vedantiorum civitatis Cemenelio (Plinus, Hist. Nat. III, 47)
- Cemenelum, Cimela (Passio Pontii)
Gerdarzhioù
- Nikaia
- Cemelennum
Ardamezioù
Istor
Henamzer
Ur stal-werzh gresian sujet da Vassalia e oa Nisa. Chom e reas staget ouzh Massalia goude houmañ e oa bet bet aloubet gant ar Romaned e 49 kent J.-K.. Staget eo bet goude, war dro fin IIIe kantved, ouzh rannvro Alpes Maritimae. Porzh Nisa e oa anvet plagia = traezhenn, gant It. Ant. ha dizanv Ravenna. Cimiez e oa un oppidum eus al Ligured. Da vare Aogust (impalaer), Cimiez a voe savet da bennlec'h ar vro evit an arme roman. Diwezhatoc'h, e oa savet da gêrbenn ar rannvro Alpes Maritimae.
XIXvet kantved
Kontelezh Nisa a oa bet staget ouzh Bro-C'hall e 1860
Remove ads
Dibunnadeg ar bleunioù
Monumantoù ha traoù heverk
Emdroadur ar boblañs
Melestradurezh
Tud brudet liammet gant Nisa
Ganet e Nisa :
- Giuseppe Garibaldi, brogarour italian, ganet e Nisa (Rouantelezh Sardinia) e 1807,
- Jean-Marie Gustave Le Clézio, skrivagner breizhat ha morisat, prix Nobel al lennegezh e 2008
- Christian Estrosi, maer, ganet e1955,
- Eric Ciotti, kannad, ganet e 1965.
Marvet e Nisa :
- Ben (1935-2024), arzour ar gweled bet o chom e-pad pell e Nisa.
Gevellet eo Nisa gant
Gwelet ivez
Liammoù diavaez
- (fr) (en) (oc) Sonerezh ha korolloù hengounel eus bro Nisa
Levrlennadur
- Yvette Duval ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. II. Provinces ecclésiastiques d'Aix et d'Embrum (Narbonensis Secunda et Alpes Maritimae). De Boccard. 1986
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads