Notenn sonerezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Un notenn a lavarer, pa gomzer eus sonerezh, da envel un arouez a implijer da skeudenniñ uhelder ha padelezh keñverel ur son, pe uhelder ar son e-unan.
Arouezioù solferezh
E solferezh e notenner an notennoù sonerezh war ur skrid-sonerezh a vo lennet gant ar sonerien. Pevar ferzh o deus an notennoù : padelezh, uhelder, nerzhenn ha sonliv. Gant un notenn ec'h arouezier he fadelezh (perzh a-blaen ar solferezh) hag he flas er regenneg (perzh sonn).
Frekañs
Kement son (pe notenn) en deus ur frekañs diazez a glot gant e uhelder. Ma vez div notenn gant frekañsoù-diazez o ratio kevatal da zaou (an hanter, an doubl, pe ar pevarc'hement) e vo damheñvel o sonioù. Sed penaos e renker an notennoù-se er memes rummad uhelder. E sonerezh broioù ar C'hornôg e ranner an uhelder e seizh notenn : do, re, mi, fa, sol, la ha si. An esaouenn etre daou uhelder (frekañs an eil o talvezout an doubl pe an hanter eus egile) a zo anvet eizhvedell. A-benn gouzout an diforc'h etre div notenn gant ar memes anv e div eizhvedell disheñvel e niverenner an eizhvedelloù, hag an niverenn a vez roet d'an notennoù. Da skouer «La3» (pe A4), he frekañs o vezañ 440Hz. Gant ur bondoner e c'haller kaout ar frekañs-se.
Ar formulenn o vezañ : . Gant o vezañ 12vet gwrizienn daou ha an niver a hanterdonennoù a-us an notenn-loc'hañ . Merzout a reer e kresk ar frekañs en u doare mentoniel keñveriet gant an notennoù.
Derezioù ha skeulioù sonerezh
E sonerezh e reer gant ar ger derez, a dalvez d'an uhelder en ur skeul resis. Meur a zoare a zo da zibab frekañs an notennoù en un eizhvedell. Dibab ar skeulioù a zo stag ouzh ar mare, ar binvioù-sonerezh hag an doare sonerezh. Diouzh ar skeul dibabet e vo skeulennoù disheñvel. Er sonerezh klasel e reer gant div skeul : ar skeul gromatek hag an hini diatonek.
Remove ads
Anvioù
E sonerezh broioù ar C'hornôg e reer gant daou zoare da envel an notennoù :
- ut, re, mi, fa, sol, la ("si" a voe ouzhpennet diwezhatoc'h), krouet gant Guido Arezzo en XIvet kantved, hag implijet e su Europa.
- ut = do, implijet dreist-holl pa gomzer eus alc'hwezioù, ton…
- A (la), B (si), C (do), D (re), E (mi), F (fa) ha G (sol), diwar hêrezh Gres an Henamzer, hag a vez implijet er broioù saoznek ha german.
- Er Rouantelezh-Unanet, B = si (B minor = Si leiañ pe B♭ major = Si♭ muiañ).
- En Alamagn, B = si ♭ ha H = si ♮ (b-Moll = Si ♭ leiañ pe H-Dur = Si muiañ).
E diavaez broioù ar C'hornôg eo bet dibabet an daou zoare meneget a-us, met e broioù' zo ez eus bet miret doareoù dibar. En India e vez implijet svara. Seizh svara a zo : स Sa, रे Ré, ग Ga, म Ma, प Pa, ध Dha, नि Ni.
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

