Panzerfaust
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Panzerfaust (liester Panzerfäuste, "meilh-dorn hobregonet") a oa un arm enep-tankoù alaman implijet e dibenn an Eil Brezel-bed. Savet e oa gant un duelenn karget gant ur vannadell enep-tank. Da vezañ implijet gant ur soudard e-unan e oa, hag ur wech e c'halle bezañ graet gant an arm hepken. Deveret e oa eus ar Faustpatrone. Eus ar Panzerfaust ez eus bet savet un toullad armoù all oc'h implijout e batrom simpl ha marc'had-mat. Implijet e oa bet eus 1943 betek fin ar brezel. Ar Rusianed o deus adimplijet diazezoù an arm evit sevel o re.
- Soudard fallschirmjäger gant ur Panzerfaust e Emgann Normandi, miz Even 1944 (skeudenn adlivet)
- Soudard eus al Luftwaffe e Rusia (skeudenn adlivet)
- Soudard alaman en Ukraina gant ur Panzerfaust, just a-raok tennañ.
- Pevar Panzerfaust 30 en o boest orin.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads