Parlamant Europa
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Parlamant Europa (pe Dael Unaniezh Europa(Daveoù a vank)) zo ur parlamant gant ur gambr hepken, ennañ kannaded dilennet gant keodedourien holl stadoù Unaniezh Europa. Emañ e sez ofisiel e Straßburg met ar bodadoù labour en em vod e Brusel. Eno e vez an darn vrasañ eus ar bodadegoù hag an divizoù eta. Eno ivez emañ burevioù ar gannaded hag re o strolladoù. E Luksembourg emañ ar sekretouriezh, al levraoueg ha lod eus ar postoù labour.

Da gentañ e veze anvet izili Parlamant Europa gant ar stadoù bodet en Unaniezh. Abaoe 1979 e vez dilennet ar gannaded war-eeun gant ar geodedourien e pep stad, bep 5 bloaz. Bremañ ma'z eus 28 stad en Unaniezh Europa, ez eus 751 c'hannad er Parlamant.
Remove ads
Parlamant abaoe 2014

Remove ads
Prezidanted
- Martin Schulz, abaoe 2012
Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel (e meur a yezh, da zibab war ar bajenn gentañ)
- (br) Parlament Europa e Brusel, abadenn 13 Munud e Breizh war Brezhoweb
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads