Pizza

From Wikipedia, the free encyclopedia

Pizza
Remove ads

Ar pizza[1], pe pidza[2], zo ur meuz a veze aozet da gentañ e korn-bro Naplez en Italia hag a gaver bremañ er bed a-bezh. Fardet e vez gant toaz bara ledet e stumm un dartezenn, pe ur grampouezhenn, hag a lakaer warni tomatez, keuz ha traoù all a bep seurt ma kerer (togoù-touseg, kig...). Poazhet e vez en ur forn tomm-gor, evel ar bara.

Thumb
Ur pizza
Thumb
Pizzaioù en ur forn tommet gant keuneud

Pizzaoù

A bep seurt pizzaoù a c'haller kavout. Ar Pizza Margherita eo an hini anavezetañ marteze, anvet diwar-lerc'h ar rouanez Margherita di Savoia, gwreg ar roue italian Umberto Iañ.

Lec'h

Pizzeria a reer eus ur preti ma vez servijet pizza, pe pizzaioù.

Gwelet ivez

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads