Plovdiv (Oblast)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Plovdiv a zo un oblast (rannvro) e kreiz Bulgaria hag a oa lod eus Rumelia ar Reter.

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Remove ads
Douaroniezh

En oblast-mañ e kaver : ul lodenn eus Plaenenn Trakia Uhel, ar menezioù Rhodopi, an aridennad menezioù Sredna Gora, an traoñiennoù isvalkanek hag an aridennad menezioù Stara Planina gant e benn uhelañ, Botev (2 376 m).
Setu amañ roll an traoù dibarañ all :
Remove ads
Armerzh

Pouezus hag askoridik eo al labour-douar. Gounezet e vez frouezh (avaloù, prun, per, kerez, rezin, sukrin ha sukrin-dour), legumaj (tomatez, skilbebr, karotez, kaol, avaloù-douar), ed, riz, heiz hag all.
Diorroet eo ar greanterezh :
- houarnerezh e Plovdiv
- greanterezh elektronek e Plovdiv, Saedinenie, Voivodinovo, Radinovo ha kêriadennoù all tro-war-dro
- mekanikoù labour-douar e Karlovo
- armoù ha danvez-arme e Sopot, Karlovo ha Plovdiv
- greanterezh kimiek e Plovdiv hag Asenovgrad
- ar gounezvouederezh a zo diorroet e kazi pep lec'h, e penn kentañ e Plovdiv hag Asenovgrad (gwin).
- an douristelezh a zo o tiorren gant glad sevenadurel ar broviñs hag ar mammennoù dour melar niverus, brudet er bed a-bezh.
Remove ads
Kêrioù
Plovdiv eo kêr-benn an oblast. Setu amañ kêrioù all : Karlovo, Sopot, Klisura, Kalofer, Hisarya, Saedinenie, Rakovski, Brezovo, Stamboliyski, Krichim, Perushtitsa, Sadovo, Parvomay, Asenovgrad, Laki, Katunica, Yiagodovo.
Kumuniezhoù

18 anezho zo er rannvro :
- Asenovgrad
- Brezovo
- Hisarya
- Kaloyanovo
- Karlovo
- Krichim
- Kuklen
- Laki
- Maritsa
- Parvomay
- Perushtitsa
- Plovdiv
- Rakovski
- Rodopi
- Sadovo
- Saedinenie
- Sopot
- Stamboliyski
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads