Politikerezh

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ar politikerezh a zo ar pezh a c'heller arsellout pa 'z eus etreober ar gevredigezh (pe ar c'horf sokial) gant ar frammoù denel o deus galloudoù warni. A wechoù e vez mesket ar frammoù-se gant ar riez, met galloudoù diframm a zo ivez (an oberioù armerzhel, da skouer). Savet eo bet politikerezh gant ar gresianeg , polis, politis, da lavaret eo ar geoded, pa oa riezoù bihan Henc'hres frammet war ur gêr-benn hepken. Eno ar geodedourien frank (ar bihañniver eus an annezidi) a gemere perzh e buhez politikel ar geoded dre vodadegoù ha votadegoù diehan.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Remove ads

Renkadur politikel

Abaoe an Dispac'h gall ez eo deuet war-wel ur sell nevez evit renkañ ar strolladoù politikel hag an dud hervez al liv politikel warno.

Thumb
Skalfad politikel doare houarn marc'h

Er bodad broadel c'hall ganet adal ar Reveulzi e veze adkavet dilennidi ar bobl o azezañ hervez o liv politikel er gambr:

  • Ar re a zehoù a oa tomm ouzh ar Renad kozh hag ar Roue, o klask difenn ar madoù lec'hel. Seul vuioc'h a zehoù, seul vuioc'h a-enep ar selloù impalaeriezhel pe etrevroadel.
  • Ar re e-kreiz a glaske kavout un hent etre ar Renad kozh hag an nevezintioù degaset adal ar Reveulzi.
  • Ar re a-gleiz a oa tomm ouzh ar mennozhioù nevez degaset dre an Dispac'h gall, seul vuioc'h a-gleiz seul uheloc'h ar c'hoant da zegas ar mennozhioù-se etrezek peurest ar bed.

Hiziv-an-deiz c'hoazh e vez gwelet ha renket ar bed politikel gant ar sell-se, lod strolladoù pe tudennoù ar bed politikel o kounariñ hervez e pelec'h e vezont lakaet da dalvezout.

Remove ads

Mennozhioù hag emsavioù

  • Mennozhioù politikel
  • Emsavioù politikel
  • Emsavioù sokial
  • Strollad politikel
  • Brederouriezh politikel
  • Skiant politikel
  • Sokiologouriezh ar politikerezh
  • Ar riez hag Stad

Frammadur politikel

Pennadoù kar

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads