Polyhymnia

From Wikipedia, the free encyclopedia

Polyhymnia
Remove ads

Polyhymnia (henc'hresianeg : Πολυύμνια) pe Polymnia (Πολυμνία / Polumnía pe Πολύμνια / Polúmnia, « meur a gan, puilhded, fonnusted, tinell vat ») eus Πολυύμνια / Polymnia, ger savet gant daou c'her, unan a dalvez kalz pe lies, egile a dalvez kan, a oa muzenn ar varzhoniezh sakr, ar c'han sakr, an helavarded, ar retorik, hag ivez hini al labour-douar.

Thumb
Delwenn roman eus an IIvet kantved a ziskouez Polymnia o tañsal
Thumb
Polymnia, livet gant Francesco del Cossa, 1455–1460.

Ur vaouez dic'hoarzh ha sirius eo-hi. gwisket e vez e gwenn, ha dougen a ra ur gurunennad vleunioù, pe perlez ha mein prizius a-wechoù, garlantezioù en-dro dezhi. En he dorn kleiz e vez ur vazh-rouanez pe ur roll ma lenner ar ger latin suadere, "kendrec'hiñ".

Remove ads

Lec'h

Bez' ez eus ur Polymnia Street en Orleañs Nevez, etre Euterpe Street hag Urania Street.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads