Powys
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Powys a zo ur gontelezh e Kembre a-vremañ, a zo bet savet e 1974, hag a vod teir c'hontelezh kozh: Sir Frycheiniog, Sir Faesyfed ha Sir Drefaldwyn. Dont a ra hec'h anv diwar hini ur rouantelezh kozh: Rouantelezh Powys. Llandrindod eo pennlec'h melestradurel ar gontelezh.
Evit ar rouantelezh kozh, gwelet Rouantelezh Powys.

Istor
Rouantelezh
Gwelout Rouantelezh Powys
Powys a oa unan eus ar rouantelezhioù brezhon a oa en Enez Vreizh, goude d'ar Romaned he c'huitaat, er c'hornad-bro a deuas diwezhatoc'h da vezañ anvet Kembre.
Hervez an istorour John Davies ez eus un darempred etre ar ger latin pagus hag an anv "Powys". Dywed: "Mae'n debygol bod perthynas rhwng y gair pagus a'r enw "Powys"; maent yn gytras felly â'r gair "pagan". Credir mai cnewyllyn teyrnas Powys oedd pagus neu gefn gwlad teyrnas y Cornovii ac i Bowys ehangu i gynnwys y diriogaeth honno..."[1]

Adal 1160 e voe rannet Powys etre daou.
- Rann ar c'hreisteiz a voe graet Powys Wenwynwyn anezhi, diwar-lerc'h Gwenwynwyn ab Owain "Cyfeiliog" ap Madog,
- tra ma veze graet Powys Fadog eus an hanternoz, diwar-lerc'h Madog ap Gruffydd "Maelor" ap Madog.
Kontelezh
En 1974, pa oa aet da get kontelezhioù kozh Brycheiniog, Maesyfed ha Trefaldwyn da vat, e oa bet kemeret o lec'h gant Powys, un anv deuet eus hini ar rouantelezh kozh. E 1996 e voe digresket tachenn an holl gontelezhioù, nemet hini Powys, a zo kontelezh vrasañ Kembre hiziv.
Remove ads
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads