Ramz

den mentet bras-spontus e mojennoù meur a vro From Wikipedia, the free encyclopedia

Ramz
Remove ads

Ur ramz zo un den mentet bras-spontus e mojennoù meur a vro.

Thumb
En em gavout a ra ar roue Arzhur gant ur ramz o rostañ ur pemoc'h.[1]
Thumb
Ar ramz Gargantua o tebriñ saladenn ha tud enni. Gustave Doré (1832–1883)

An anv

Ar ger kaour

Ne gaver ket ar ger kaour er geriadurioù a-raok 2000, e Geriadur Favereau.
Er c'hontadennoù eo meneget e-barzh Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili, dastumet e 1871, e Kontadennoù ar Bobl. Un notenn zo e p. 60 (marteze gant Ronan Huon, oberour ar rakskrid) : « Kaour: kawr (SO). N'emañ ket ar ger-mañ e geriadur Roparzh (sic) Hemon. Bet eo bet ennañ ha skarzhet goude. Talvezout a ra kement ha "gouron, haroz" ».
Koulskoude, n'eo ket ar ster-se a lenner e Geriadur Ménard, e 2012, ma weler e talvezfe kement ha "ramz".

Remove ads

Kontadennoù ar Bobl

E Kontadennoù ar Bobl Fañch an Uhel ez eus un toullad ramzed ; jeanted a vez graet anezho ivez, diwar ar ger gallek géants.

  1. Ar berenn he fer aour ... , levrenn 1, p. 15
  2. Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili, levrenn 1, p. 43 ; meneget eo ar ger kaour meur a wech e korf ar gontadenn, dastumet e Pluned e 1871. N'eo ket sur eo ar ger-se a oa e genoù ar gonterez.
  3. Ar jeant Kolevran, p. 93
  4. Yann e vazh-houarn hag an tri jeant , p. 289

E Feiz ha Breiz ez eo bet implijet eo bet ar ger "kaour" ivez er skrid Yann e Vaz houarn, dastumet ha renket gant G. DEWI, e Feiz ha Breiz niverenn 8, Eost 1929, p. 295 :

Eun devez, tra ma kane evel-se e welas en eur prad druz, en tu-hont d'an aven, eur pez kaour o tiwall saoud lart ha teo.

Remove ads

Broioù all

Kembre

Meur a ramz a gaver ar ger cawr (cewri el liester) en o anv.

Ramzed
Lec'hioù
  • Barclodiad y Gawres

Hellaz

Thumb
Brezel ar Ramzed, hervez Aoter Pergamon.

Mibien an doueez Gaia e oa ar Ramzed e mojennoù Hellaz kozh. Brezel a rejont ouzh an Doueed, dindan an anv "Emgann ar C'higanted" eo anavezet kement-se.

Gwelout: Ramzed Hellaz.

Lennegezh

Thumb
Roue Brobdingnag ha Gulliver gant James Gillray (1803), ludresadenn Napoleone Buonaparte ha Jord III (Mirdi-meur an Arzoù).

Bibl

Goliad zo ur ramz er Bibl, lazhet gant David.

Rabelais

Daou romant en deus skrivet ar Gall François Rabelais diwar-benn daou ramz, an tad Gargantua (mab d'ar ramz Grangousier), hag ar mab Pantagruel.

Grimm

E kontadennoù Grimm e kaver ramzed e kontadenn Ar c'hemener bihan kalonek hag e re all.

Jonathan Swift

En e romant Beajoù Gulliver e ya an haroz Gulliver da vBrobdingnag, ur rouantelezh lec'h m'emañ o chom ramzed.

Roald Dahl

  • The Big Friendly Giant, ur romant evit ar vugale skrivet gant Roald Dahl e 1982.
Remove ads

Kontadennoù all

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads