Revolver d'ordonnance modèle 1892
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar revolver d'ordonnance modèle 1892 a oa arm-dorn standart an arme c'hall betek ma voe kemeret e blas gant ar pistolennoù damaotomatek MAS 1935 ha MAC 50. Produet e veze gant ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne.
Remove ads
Istor ha teknik
Ijinet e voe ar revolver-mañ diwar c'houlenn ar arme c'hall adalek 1885 evit kemer plas ar Modèle 1873 hag e stummoù deveret.[1] Ur revolver un-ober ha daou-ober eo, kambret e 8 × 27 mm. Gwintet e vez e daboulin a-zehou diwar c'houlenn ar varc'hegerezh a implije anezhañ gant an dorn kleiz. Karrezennet eo ar plakennoù-lamm. Peder rizenn a-gleiz zo d'ar c'hanol. Difiñv eo ar viz hag ar vizerez. Implijout a ra ar sistem Abadie evit distegnañ ar c'hi hep tennañ.
Remove ads
Implij
Gant ar Modèle 1892 e voe pourveziet holl rannoù an arme c'hall, ar polis, an FFI, an harkied hag an ONF betek 1962 evit servijoù zo. Implijet e voe e brezelioù trevadenniñ Frañs, en daou vrezel-bed, e brezel Indez-Sina hag e brezel Aljeria.
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads