Rhondda
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar stêr Rhondda zo ur stêr e kreisteiz Kembre, e Morgannwg kozh, adstêr d'an Taf. Cwm Rhondda a vez graet eus an draoñienn (cwm e kembraeg). Brudet e oa evel bro ar glaou adalek an Patrom:XIXvetkantved betek ar bloavezhioù 1970, pa voe serret ar glaouegi. Dre Gerdiz e veze ezporzhiet ar glaou, ha kaset dre bevar c'horn ar bed, da Vreizh ivez (Sant-Nazer, An Oriant).
Remove ads
Div Rhondda
Div stêr ha div draoñienn zo e gwirionez.
- Rhondda Fawr "Rhondda Vras", a zo hec'h eienenn e-kichen Llyn Fawr, hag a red dre Gwm Rhondda da vetek an Tâf e-kichenik Pontypridd. Tremen a ra dre Vlaenrhondda, ma teu Nant y Gwair da aberiñ enni, hag alese dre Dreherbert, Treorci, Pentre, Ton Pentre, Ystrad Rhondda, Llwynypia, Tonypandy, Dinas Rhondda, Y Porth ha Trehafod.
- Rhondda Fach "Rhondda Vihan", a dremen dre Y Maerdy
Remove ads
Kan
- Cwm Rhondda zo ur c'hantik brudet.
Tud
- Rhydwen Williams, barzh ha romantour, oberour Cwm Hiraeth.
Liamm diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


