Richie Hawtin

From Wikipedia, the free encyclopedia

Richie Hawtin
Remove ads

Richie Hawtin (bet ganet d'ar 4 a viz Even 1970 e Banbury, Rouantelezh-Unanet) a zo un DJ hag ur prodour sonerezh elektronek kanadian. Meur a lesanv en deus ouzhpenn : Plastikman ha F.U.S.E. e-touez ar re vrudetañ.

Muioc'h a ditouroù Alias, Anv ...

Da 15 vloaz e krogas Richie Hawtin da vont e toulloù-noz Detroit, Music Institute en o zouez. Da 17 vloaz e teuas da vezañ DJ. Meskañ a ra sonerezh house ha tekno gant sonerezh EBM. Levezonet eo bet gant Jeff Mills, un DJ a grogas da veskañ er bloavezhioù 1980. Asambles gant John Acquaviva en deus Richie Hawtin krouet an ti-embann Plus 8 e 1989, ha M_nus e 1998. Nozvezhioù sonerezh elektro kentañ Detroit (anvet "Warehouse parties") a voe bet aozet ganto. Tonioù kentañ Richie Hawtin a zo deuet er-maez e 1993, peurliesañ gant an anvioù Plastikman pe F.U.S.E.. Goude-se en deus produet meur a bladenn sonerezh elektronek arnodiñ. E Berlin e vez o chom abaoe 2003. Pa vez o veskañ e kemmesk sonioù binvioù elektronek ha re bladennoù vinil.

Remove ads

Pladennaoueg (un tañva)

  • F.U.S.E. - Dimension Intrusion (1993)
  • Plastikman - Sheet One, (1993)
  • Plastikman - Musik, (1994)
  • Plastikman - Consumed, (1998)
  • Plastikman - Artifakts (bc) (1998)
  • Concept 1 - 96 VR (1998)
  • Concept 1 - 96 CD (1998)
  • Richie Hawtin - Decks, EFX & 909 (1999)
  • Richie Hawtin - Minus Orange (1999)
  • Richie Hawtin - DE9: Closer to the Edit (2001)
  • Richie Hawtin - Orange (2002)
  • Richie Hawtin - Closer (2003)
  • Richie Hawtin - DE9 | Transitions (2005)
Remove ads

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads