Roskañvel
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Roskañvel a zo ur gumun eus Bro Gerne e kanton Kraozon, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.
Remove ads
Orin an anv
Eus ar ger roz, heuliet marteze gant an anv den Konvael. An anv-tiegezh Rosconval a c'haller tostaat outañ.

Istor
Dispac'h Gall
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Pavec, kure; nac'het e voe al le gant ar person, Graveran e anv[2].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 46 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,33% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil brezel-bed
- Mervel a reas triwec’h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
- Kollet e voe un dournijerez Dornier Do 26 V-5 alaman er gumun d'ar 16 a viz Du 1940 (marilhet WNr 0795 ha kodet P5+EH); mervel a reas c'hwec'h nijour, pevar anezhe a zo beziet e Plouzeniel, ne voe ket adkavet an daou all[5].
- D'ar 27 a viz Meurzh 1942 e kouezhas un nijerez (Whitley VII marilhet Z6964 ha kodet WL-?) eus ar Royal Air Force e trowardroioù Roskañvel; lazhet e voe he c'hwec'h nijour[6],[7].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
Nijourion e oant. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed d'ar 27 a viz Meurzh 1942 pa gouezhas o c'harr-nij nepell diouzh Roskañvel[8],[7].
Douaroniezh
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
Tud
Gevelliñ
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads