Rouantelezh Bavaria

From Wikipedia, the free encyclopedia

Rouantelezh Bavaria
Remove ads

Rouantelezh Bavaria (Königreich Bayern en alamaneg) zo ur rouantelezh a zo bet e Bavaria adalek 1806 betek 1918.

Thumb
An Impalaeriezh alaman (1871-1918) hag ar rouantelezhioù a oa enni. Emañ rouantelezh Bavaria er c'hreisteiz, etre rouantelezhioù Württemberg ha Saks .

Istor

E 1806 e voe anvet Priñs-dilenner Bavaria, Masimilian IV Jozeb, eus Tiegezh Wittelsbach, da roue Bavaria, evel Masimilian Iañ Jozeb.

Perzh a gemeras e Kengevredad ar Roen, etre 1806 ha 1813.


En amzer an Impalaeriezh alaman (1871-1918) e teue Rouantelezh Bavaria war-lerc'h Rouantelezh Prusia evit he ment.

Rouaned Bavaria

  • 1806-1825 : Masimilian Iañ Jozeb,
  • 1825-1848 : Ludwig Iañ Bavaria, mab da Vasimilian
  • 1848-1864 : Masimilian II Bavaria, mab da Ludwig
  • 1864-1886 : Ludwig II Bavaria, mab da Vasimilian II, diroueet en 1886; Leopold Wittelsbach, eontr da Ludwig, a voe rejant betek 1912 abalamour ma oa foll e nizien;
  • 1886-1913 : Otto Iañ Bavaria, breur da Ludwig II, a zilezas ar gurunenn en 1913.
  • 1913-1918 : Ludwig III Bavaria, kenderv kompez da Otto, mab d'ar rejant Leopold, rejant adalek 1912 betek 1913, roue adalek 1913 betek 1918, pa zilezas ar gurunenn.
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads