Rous
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Al liv rous (distaget LFE: ['ru:s]) zo ul liv graet dre gemmeskañ livioù gris pe du gant livioù orañjez, ruz pe roz. N'emañ ket al liv rous e-touez al livioù a gaver pa zispenner ar gouloù gwenn gant ur prism.

Skrivañ a reer rouz evit an anv-kadarn (ar rouz) ha rous evit an anv-gwan.
Ul liv eo hag a gaver kalz en natur (blev al loened pe an dud, douar, koad...).
Arlivioù rous
- brun
- gell
- gelldu
- marroñs
- rousdu
- rousvelen
- rouswenn
Pelec'h vez kavet al liv rous ?
Kavet e vez al liv rous e meur a dra :

Tud
Loened
Kalz bronneged zo rous o blev (ar gwiñvered, al lern, al c'honikled, ar c'hizhier... Komz a reer ivez eus :
- al loened rous, da lavaret eo moc'h-gouez hag a zo "krennarded"
- ar rouzig, anv meur a labous
Keginañ
- ar sukr rous
- ur rouz, ur meskad bleud hag amann
| ||||||||
| ||||||||
|
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

