Rusianeg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar rusianeg[1], pe ruseg[2], pe rouseg[3] (ру́сский язы́к, rousski yezik) zo ur yezh eus skourr slavek ar reter e familh ar yezhoù indezeuropek. Er strollad-se emañ ivez an ukraineg hag ar belaruseg. Ouzhpenn 300 milion a rusegerien zo. Yezh ofisiel Kevread Rusia, Belarus, Kazakstan ha Kirgizstan eo, an tu kreñv a zo gantañ e rannvroioù 'zo eus Ukraina (pergen e Su hag e Reter ar vro hag er gêr-benn Kiev), e Moldova, Latvia, Estonia ha broioù all bet e-barzh an Unaniezh Soviedel. Yezh daremprediñ eo e-barzh Kenglad ar Stadoù Dizalc'h, hag ur statud a yezh ofisiel en deus ivez en Aozadur ar Broadoù Unanet.
Reoliet eo gant Росси́йская Акаде́мия Нау́к (Akademiezh skiantoù Rusia).
Ober a reer gant ul lizherenneg kirillek a 33 lizherenn evit skrivañ ar rusianeg. Dibar eo ar yezh evit meur a abeg. Daou fonem disheñvel a c'hall bezañ al lodenn vrasañ eus he c'hensonennoù : unan staonekaet (blot) hag egile drekstaonekaet (kalet). War lerc'h ar c'hensonennoù kalet emañ ar vogalennoù а, е (er gerioù estren), э, о, у, ы, ъ (doare skrivañ kozh) pe vogalenn ebet, ha war lerc'h ar c'hensonennoù blot emañ ar vogalennoù я, е, ё, и, ю, ь. Atav kalet eo ar c'hensonennoù ж, ш ha ц, atav blot eo ч ha щ. Ur yezh taol-mouezhiet eo ar rusianeg. Cheñch a ra distagadur ar vogalennoù n'int ket pouezet. Gallout a ra plas an taol-mouezh cheñch ster ar ger eta : da skouer замо́к (zamok, hag a dalv kement ha krogenn-alc'hwez) and за́мок (zamak, kastel).
Remove ads
Gwelet ivez
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads