Sañskriteg

yezh From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ar sañskriteg[1], pe sanskriteg[2] (संस्कृता वाक् saṃskṛtā vāk) a zo ur yezh indez-europek klasel eus India. Ar ger saṃskṛta- a dalvez "glan, santelezet, sakr". An anv saṃskṛtā vāk pe "yezh c'hlan" a roer d'ar sañskriteg a ra dave d'ur 'yezh uhel' implijet evit lidoù relijiel. Ar yezhadur koshañ eo an Ạṣtādhyāyī bet savet gant Panini (Pāṇini पाणिनि ) er Vvet kantved kt JK.

Fedoù berr-ha-berr Sañskriteg (संस्कृतम्), Perzhioù ...

Damheñvel eo statud ar sañskriteg evit sevenadur India ouzh hini al latin evit Europa, dre ma'z eo hounnezh ar yezh a voe implijet evit skrivañ ar vedaoù o tennañ d'an hindouegezh. Ur yezh varv eo ar sañskriteg ivez, dres evel al latin, dre ma n'eus kumuniezh ebet hag a ra gantañ. Diouzh an tu all avat, e vez desket ar sañskriteg evel eil yezh alies ha 6 000 brahmin bennak a lâr ez eo ar sañskriteg o yezh kentañ ha tud zo a glask lakaat ar sañskriteg da vezañ ur yezh vev en-dro. Implijet e vez ar sañskriteg peurliesañ evel ur yezh relijiel evit al lidoù hindouek.

Ar sañskriteg rakklasel pe vedel a zo unan eus ar yezhoù indez-europek koshañ a gaver roudoù skrivet diouto. Amañ e vo kaoz kentoc'h eus ar sañskritek klasek evel ma voe bet deskrivet e yezhadur gant Panini tro-dro da 500 a-raok Jezuz.

Remove ads

Fonologiezh ha doare-skrivañ

48 fonem ez eus en holl er sañskriteg klasel (49 ez eus er sañskriteg vedek).

Deskrivet e vez ar sonennoù hervez an urzh hengounel, da lâret eo: vogalennoù, kensonennoù tarzh, kensonennoù dre fri, kensonennoù linkr ha kensonennoù c'hwezh.


Vogalennoù eeun

Muioc'h a ditouroù Devanāgarī, Treuzlizherennadur ...

Vogalennoù eo , , and . A-wezhoù e vez menneget ॡ evel un hir met ne vez ket implijet ar son-mañ e sañskriteg ha war a seblant e vije bet ijinet al lizherenn-mañ dre genveriañ gant ar c'hensonennoù all.

Diftongennoù

Muioc'h a ditouroù Devanāgarī, Treuzlizherennadur ...

Friet a c'hell bezañ an holl vogalennoù.

Kensonennoù

E sañskriteg ez kensonennoù tarzh divouezh, mouezhiet c'hwezhet pe dic'hwezh el pep lec'h distagañ da heul:

Muioc'h a ditouroù Diweuz, Dent ...

Bez ez eus peder hanter-vogalenn ivez: y य, r र, l ल, v व. Kensonennoù c'hwezh tro-gil, toenn ar genoù ha kildent ez eus: ś (z) श, ṣ (S) ष, and s स. Evit achuiñ ez eus ivez un h mouezhiet ह hag un h divouezh ḥ ः anvet visarga hag ul lizherenn anvet anusvāraa(ṃ) dalvez da diswel e vez distaget dre fri ar vogalenn araozi.

Sandhi

Luziet a-walc'h eo reolennoù ar sandhi e sañskriteg. Kavet e vez alies ar sandhi e hogozik n'eus forzh peseurt yezh pa gemm ar sonennoù pa vezont kostez-ha-kostez e diwezh ur ger hag e dibenn ur ger all dre gomz dreist-holl. E sañskriteg avat ez eo ret o anavezout hag o skrivañ ivez.

Skritur

Thumb
Dornskrid eus Kachmir e sañskriteg skrivet gant ar skritur charada (17vet pe 18vet kantved)

E gwirionez n'eus skritur ebet liammet gant an sañskriteg hag implijet ez eus bet meur a skritur disheñvel evit e skrivañ o kemm a vare da vare hag a lec'h da lec'h, d.s. ar skritur brahmiek hag ar skritur kharosthiek da gentañ ha war-lerc'h (kantvedoù 4-8 goude Jezuz) e voe implijet ar skritur guptaek. Adalek an 8vet kantvet e voe implijet ar skritur charada diorroet diwar ar skritr gupataek ha neuze, war-dro an 12vet kantvet, e voe implijet ar skritur devanagari. Skrivet eo bet a-hend-all gant ar skritur kannadek e Su ar vro in the South, hag ar skritur bengalek e Norzh ar vro dreist-holl.

Peurliesañ ez eo bet implijet an devanagari evit skrivañ ar sañskritek abaoe ar grennamzer betek hiziv.

Remove ads

Yezhadur

Renkadur ar verboù

Dek renkad disheñvel ez eus en holl e sañskriteg a c'hell bezañ isrannet etre verboù o deus ur wrizienn resis hag ar re n'o deus ket.

Displegadur ar verboù

Renket e vez ar verboù e pevar strollad. Setu penaos e vez implijet ha dispartiet ar pevar "amzer" pe "rumm"-se:

  • A-vremañ: a-vremañ, tremenet ledan, gourc'hemenn, gallus
  • Dazont: dazont, divizout
  • Aorist
  • Tremened strizh

Displegadur an anvioù

Ur yezh enteuzel eo ar sañskriteg, gantañ tri jener (gourel, benel, nebreizh) ha tri niver (unander, liester, daouder). Eizh kas ez eus: nominativel, vokativel, akuzativel, benvegel, dativel, ablative, genitivel, lokativel.

Gwriziennoù gant a Gourel ha Nebreizh

Gourel (kāma- 'karantez')Nebreizh (āsya- 'genoù')
UnanderDaouderLiesterUnanderDaouderLiester
Nominativelkāmaskāmāukāmāsāsyamāsyeāsyāni
Akuzativelkāmamkāmāukāmānāsyamāsyeāsyāni
Benvegelkāmenakāmābhyāmkāmāisāsyenaāsyābhyāmāsyāis
Dativelkāmāyakāmābhyāmkāmebhyasāsyāyaāsyābhyāmāsyebhyas
Ablativelkāmātkāmābhyāmkāmebhyasāsyātāsyābhyāmāsyebhyas
Genitivelkāmasyakāmayoskāmānāmāsyasyaāsyayosāsyānām
Lokativelkāmekāmayoskāmeṣuāsyeāsyayosāsyeṣu
Vokativelkāmakāmaukāmasāsyaāsyeāsyāni

Gwriziennoù gant i hag u

Gwrizienn u (gati- 'pazenn')'Gwrizienn u (madhu- 'mel')
UnanderDaouderLiesterUnanderDaouderLiester
Nominativelgatisgatīgatayasmadhumadhunīmadhūni
Akuzativelgatimgatīgatīsmadhumadhunīmadhūni
Benvegelgatyāgatibhyāmgatibhismadhunāmadhubhyāmmadhubhis
Dativegatayegatibhyāmgatibhyasmadhunemadhubhyāmmadhubhyas
Ablativelgatesgatibhyāmgatibhyasmadhunasmadhubhyāmmadhubhyas
Genitivelgatesgatyosgatīnāmmadhunasmadhunosmadhūnām
Lokativelgatāugatyosgatiṣumadhunimadhunosmadhūnām
Vocativelgategatīgatayasmadhumadhunīmadhūni

Gwriziennoù gant vogalennoù hir

Gwrizienn ā (jā- 'marzh')Gwrizienn ī (dhī- 'menoz')Gwrizienn ū (bhū- 'douar')
UnanderDaouderLiesterUnanderDaouderLiesterUnanderDaouderLiester
Nominativeljāsjāujāsdhīsdhiyāudhiyasbhūsbhuvāubhuvas
Akuzativeljāmjāujāsdhiyamdhiyāudhiyasbhuvambhuvāubhuvas
Benvegeljābhyāmjābhisdhiyamdhībhyāmdhībhisbhuvā

bhūbhyām || bhūbhis

Dativeljejābhyāmjābhyasdhiyedhībhyāmdhībhyasbhuvebhūbhyāmbhūbhyas
Ablativeljasjābhyāmjābhyasdhiyasdhībhyāmdhībhyasbhuvasbhūbhyāmbhūbhyas
Genitiveljasjosjānāmdhiyasdhiyosdhiyāmbhuvasbhuvosbhūvām
Lokativeljijosjāsudhiyidhiyosdhiyāmbhuvibhuvosbhūṣu
Vokativeljāsjāujāsdhīsdhiyāudhīṣubhūsbhuvāubhuvas

Gwriziennoù gant r

UnanderDaouderLiester
Nominativelpitāpitarāupitaras
Akuzativelpitarampitarārpitṝn
Benvegelpitrāpitṝbhyāmpitṝbhis
Dativelpitrepitṝbhyāmpitṝbhyas
Ablativelpiturpitṝbhyāmpitṝbhyas
Genitivelpiturpitrospitṝṇām
Lokativel pitaripitrospitṛṣu
Vokativelpitarpitarāupitaras


Anvioù-gwan personel

Kentañ gour
UnanderDaouderLiester
Nominativelahamāvāmvayam
Akuzativelmām, māāvām, nauasmān, nas
Benvegelmayāāvābhyāmasmābhis
Dativelmahyam, meāvābhyām, nauasmabhyam, nas
Ablativelmatāvābhyāmasmat
Genitivelmama, meāvayos, nauasmākam, nas
Lokativelmayiāvayosasmāsu


Eil gour
UnanderDaouderLiester
Nominativeltvamyuvāmyūyam
Akuzativeltvām, tvāyuvām, vāmyusmān, vas
Benvegeltvayāyuvābhyāmyusmābhis
Dativeltubhyam, teyuvābhyām, vāmyusmabhyam, vas
Ablativeltvatyuvābhyāmyusmat
Genitiveltava, teyuvayos, vāmyusmākam, vas
Lokativeltvayiyuvayosyusmāsu


Gerioù kevrennek

Stank-tre eo ar gerioù kenvrennek e sañskriteg hag hir spontus e c'hell bezañ seurt anvioù kevrennek enne betek ouzhpenn 10 anv-kadarn. Isrannet e vez ar gerioù-kevrennek hervez o struktur evel hen:

1. Dvandva (kenurzhiañ)

Div wrizienn liammet gant ha, d.s. matara-pitara 'mamm-tad' = 'kerent; tud'.

2. Bahuvrihi (perc'hennañ)

Ur ger kevrennek hep penn ebet hag oc'h ober dave d'un dra disheñvel diouzh pep termen er ger kevrennel, d.s. "penn-skañv" n'eo ket un doare penn.

3. Tatpurusha (spishaat)

Ul liamm a zo etre pep termen er ger kevrennek, d.s. ur voest-bost a zo ur vouest evit lakaat lizhiri enni.

4. Karmadharaya (deskrivañ)

An eil termen a dalvez da deskrivañ egile, d.s. uluka-yatu 'kaouenn + aerouant ' = un aerouant gantañ tres ur gaouenn.

5. Amredita (adlâret)

Dre adlâret ur ger e vez diskwelet e vez kaset un ober da benn meur a wezh, d.s. dive-dive 'deiz-deiz' = 'bemdez'.

Kevreadur

Digor eo urzh ar frazenn, met peurliesañ e vez kavet kentoc'h an urzh Rener - Renadenn - Verb (SOV).


Remove ads

Sañskriteg yezh vev

Klasket ez eus bet - hag e vez c'hoazh - lakaat ar sañskriteg da vezañ ur yezh vev adarre, hag e skolioù zo en India e vez kelennet ar sañskriteg evel trede yezh dre ret. Aozadurioù evel ar Samskrta Bharati a gas da benn ivez stajoù evit ma vefe gouest an dud da gaozeal e sañskriteg hag hiziv ez eus pevar milion a dud a lâr gallout kaozeal e sañskriteg.

Gwelet ivez:

Liammoù diavaez:

Fedoù berr-ha-berr

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads