Senegal

From Wikipedia, the free encyclopedia

Senegal
Remove ads

Republik Senegal (wolofeg: Réewum Senegaal) pe, ent-berr, Senegal (Senegaal e wolofeg ha Sénégal e galleg), a zo ur stad eus kornaoueg Afrika. Dakar eo he c'hêr-benn.


Fedoù berr-ha-berr Yezh(où) ofisiel, Dizalc'h ...
Remove ads

Douaroniezh

E-tu ar c'hornaoueg emañ ar Meurvor Atlantel hag inizi Republik Kab Glas. En norzh emañ Maouritania, Mali er reter, Ginea er su, ha Ginea Bissau er mervent. Ur peuzenklozadur eo Gambia enni, war-hed 300 km e diabarzh ar vro (ha dispartiañ a ra dre-se Kazamañs diouzh ar peurrest eus ar vro).

Anv

Diwar anv ar stêr Senegal a ra an harzoù etre hi ha Maouritania en norzh e teu hec'h anv.

Melestradur

Thumb
Rannvroioù Senegal

Rannet eo Senegal e 14 rannvro melestret gant ur C'huzul rannvro dilennet. Rannet eo ar vro ivez e 45 departamant, 46 kumun arondisament, 113 kumun kêr ha 370 kumuniezh maezioù[1].


  • Dakar
  • Diourbel
  • Fatick
  • Kaffrine
  • Kedougou
  • Kaolack
  • Kolda
  • Louga
  • Matam
  • Saint-Louis
  • Tambacounda
  • Sédhiou
  • Thiès
  • Ziguinchor



Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads