Siena
kumun italian From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Siena a zo ur gêr ag Italia, e rannvro Toskana. Pennlec'h Proviñs Siena eo. 53 028 a dud a oa o chom enni e 2025[1]. Brudet eo Siena abalamour d'hec'h istor ha d'he finvidigezhioù arzel, hag ivez dre ar redadeg anvet Palio delle Contrade pe Palio di Siena, ur redadeg kezeg ma weler karterioù ha parrezioù kêr (contrade) o kevezañ div wech ar bloaz, d'an 2 a viz Gouhere ha d'ar 16 a viz Eost. Redet e vez abaoe 1633[2]. Hini brudetañ ar palii italian eo.
Lakaet eo bet war roll glad ar bed savet gant an UNESCO.
Remove ads
Ardamezioù
Troc'het etre argant ha sabel
Istor
E Siena e voe embannet builh ar pab Pi II a roas aotre da grouiñ Skol-veur Naoned e 1460.
Monumantoù ha traoù heverk
- Diabarzh iliz Santa Catarina da Sienna
Tud
- Santez Katell a Siena
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads