Sili
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Sili (pe silioù) a zo pesked moan ha hir hag a vev en dour dous hag en dour mor. Anguilla anguilla eo anv skiantel ar silienn.
Remove ads
Annez
E-leizh e veze anezho gwechall e kement stêr a zo en Europa met war zigresk bras eo aet o foblañs.
- ██ Annezva ar sili en Europa
Gouennañ
Mont a ra ar sili da ouennañ da Vor ar Sargasoù e kornaoueg ar Meurvor Atlantel. Mervel a reont du-hont da-c'houde. Ar sili bihan a zistro da Europa e-lec'h ma kreskont a-raok mont da ouennañ d'o zro.
Loened all
Sili a vez graet ivez eus loened all damheñvel :ar silioù-garzh, anv all an naered-bro, hag ar sili-mor (Conger conger).
Lavaroù ha krennlavaroù
- — Petra zo da lein? — Treid silioù ha divskouarn kelien.
- Hemañ zo eus gouenn ar sili / A gav gwelloc'h evañ evit debriñ.
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
