Simon Fraser
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Meur a Simon Fraser a zo anavezet en istor.
- Simon Fraser, 11vet Lord Lovat, penn ar c'hlan Fraser, lesanvet al Louarn Kozh. Bet eo bet enep James Graham, 5vet Earl a Vontrose (ganet d'ar 25 a viz Here 1612 ha bet krouget d'an 21 a viz Mae 1650; anvet da varkiz e 1644) da vare ar brezel etre Charlez Iañ ha Cromwell hag ar "gConvenanters". E-kerzh emsavadeg jakobat 1715 e voe eus tu roue Bro-Saoz met treiñ a reas eus tu ar Jakobidi e 1745. Dibennet e voe goude emgann Culloden d'an 9 a viz Ebrel 1747 e Londrez daoust d'e oad (ganet oa bet e 1667 )ha d'ar fed n'en doa ket kemeret perzh en emgann peogwir e oa e vab e penn ar c'hlan eno.
- Simon Fraser, e vab, a voe pardonet hag a savas e 1757 1800 den eus ar c'hlan evit mont da vrezeliñ en arme Breizh-Veur enep Gallaoued Kanada. E 1747 e voe lemet an titl a Lord Lovat abalamour d'an emsavadeg. Mont a reas da get al lignez eeun war dro hanter-kant vloaz war lerc'h.
- Simon Christopher Joseph Fraser, 15vet Lord Lovat (1911-1995), ofisour er British Army, brudet evit e berzh en dilestradeg e Normandi e miz Even 1944.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads