Somalieg
yezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur yezh kouchitek ar reter eus is-skourr ar yezhoù somaliek eo ar somalieg (Af-ka soomaali-ga pe af-maxaad tiri) komzet gant 15 - 25 milion a dud en holl e Somalia (5.400.000-6.700.000 a dud e 1991), Djibouti (181.420 den pe 33,4% eus ar boblañs e 1996), Etiopia (3.187.053 a dud evel yezh kentañ mui 95.572 den evel eil yezh e 1998) hag e Kenya (312.339 den e Kenya 1989).
Ur yezh daspegel an hini eo.
E 1972 e voe bet degemeret ez-ofisiel al lizherenneg latin gant Gouarnamant Somalia evit ober gant ar yezh-mañ dre skrid ha ne vez ket skrivet eno ken gant ar skritur osmaniek abaoe.
Teir rannyezh ez eus:
- Somalieg an norzh : diazez ar yezh unvan.
- Benadireg (benaadir)
- Achrafeg (af-ashraaf)
E Kenya e vez komzet ouzhpenn an div rannyezh-mañ:
- Degodieg (degodia)
- Ogadeneg (ogaden)
Remove ads
Liammoù diavaez
Gwelet ivez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads